Gouel an Erer Kozh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gouel an erer kozh)

Gouel an Erer Kozh a zo ur gouel aozet e Karaez bep bloaz.

Degemeret e vez eno meur a arzour, disheñvel o doare da seniñ ha da welout ar sonerezh. Krouet e oa bet ar gouel-mañ e Breizh, e Landelo. E bal zo dizoloiñ tud disheñvel, gant sonerezhioù disheñvel.

Degemeret ez eus bet eno tud eus ar vro (Alan Stivell, Ar Re Yaouank, Miossec, Denez Prigent, Startijenn...), tud all brudet e Bro-C'hall evel -M-, Claude Nougaro, Charles Trenet, Renaud, Julien Clerc, Manu Chao, Johnny Hallyday…) ha tud anavezet er bed a-bezh (Joan Baez, R.E.M., Franz Ferdinand, James Brown, Iggy & The Stooges, Ben Harper, Texas, Pixies, The Cure...).

Gouel an Erer Kozh a zo deuet da vezañ brudet tamm-ha-tamm (170 000 den evit tri devezh ha 5000 den a youl-vat). Laouen eo an dud da zont da selaou ouzh sonerezh disheñvel ha bev, ur spered plijus a vez er gouel-mañ. Ar gounidoù graet gant ar gouel a vez roet d'ar c'hevredigezhioù tro-dro da Garaez (evit Lise Diwan ha Skol Diwan Karaez da skouer...). Teir leurenn a gaver war dachenn an Erer kozh : hini Glenmor, Kerouac Ha Xavier-Grall. Un tammig pelloc'h e vez gwelet un dachennig all, anvet ar Warenn, eno e vo kavet ar sonerezh hengounel ha breizhat.

Gwel a-dro d'al leurenn vras er festival e 2006

An Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar penn-kentañ: 1992-1994[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1992[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vandennad mignoned, en o zouez Kristian Troadeg, en deus aozet ur gouel e Landelo, e anv Gouel an Erer Kozh, diwar anv ar gouel anvet "les vieux gréements" hag a vez gwelet kalz er mediaioù hag evit farsal.

1993[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digoret e vez ar gouel d'an holl. 1300 den zo bet eno.

1994[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pediñ a reer strolladoù eus ar vro evel les Satellites hag ar Raoul's j'te pousse, 3000 den a zo.

Dilec'hiet da Garaez: 1995-1997[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1995[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karaez a ginnig d'ar gevredigezh dilec'hiañ ar gouel d'ul lec'h brasoc'h. 10 000 den a gemero perzh e show ar Blues Brothers.

1996[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ur gouel bihan ken, ar bloaz-mañ e peder : Miossec, Bernard Lavilliers, Zebda, Les Innocents, Maxime Le Forestier ha Frank Black eus ar Pixies. Tro 20 000 den zo er Gouel.

1997[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

40 000 den a gemer perzh er Gouel a zeu da vezan brasoc'h-brasañ. Pedet eo bet James Brown Jane Birkin, Claude Nougaro, Nada Surf, Simple Minds, Miossec ha Blankass.

O vrasaat emañ ar Gouel: 1998-2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1998[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'emañ ket ar gouel e kreiz-kêr Karaez ken. Re a dud a zo. Dilec'hiet eo bet e tachenn Kerampuilh, nepell diouzh al Lise Diwan. Pedet ez eus bet tud brudet: Iggy Pop, Charles Trenet, Louise Attaque, MC Solaar, Jean-Louis Aubert, Bernard Lavilliers, Johnny Clegg, The Wailers, Shane MacGowan (Pogues) ha Zebda.

1999[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra ar Gouel da c'hwec'h devezh. Bez ez eus 150 000 den o kemer perzh. Tud brudet a vo klevet c'hoazh ar bloaz-mañ Pierre Perret, Ben Harper, Massive Attack, Hubert-Félix Thiéfaine, Jacques Higelin, Rachid Taha, Véronique Sanson, Eagle Eye Cherry, Denez Prigent, Cesaria Evora, Yann Tiersen ha Tryo evit ur Gouel elektrik.

2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e vo 'benn ar fin stumm ur Gouel tri devezh. Aesoc'h da aozañ.-M- Joan Baez haJoe Cocker evit reiñ da ouel an Erer gozh ur stil Woodstock.

Gouel an erer kozh o tont da vezañ ramzel: 2001-2005[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2001[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur miz a-raok ma krogfe ar fest e oa leun ar gouel dija. Memes gant un amzer fall hag ar fed ne vije ket deuet PJ Harvey, Robert Charlebois hag ar Rita Mitsouko (erlec'hiet gantKat Onoma, Georges Moustaki ha Hooverphonic), muioc'h evit 200 000 den war tri devezh a zeuio da welet distro Manu Chao war al leurenn. Brudet e vo ivez an Têtes Raides, Ben Harper, Claude Nougaro, Denez Prigent ha Matmatah. Evit an dud en oad e vo klevet komz eus abadenn Henri Salvador. Placebo a chom dipitus met Java en em ziskouez brav war leurenn Glenmor.

2002[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes eo kavout tud da zont da ganañ, met erlec'hiet e vint. Ul leurenn elektro a vo lakaet war blas ouzhpenn d'an div all.

2003[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek ar mare diwezahañ eo lakaet Gouel an erer gozh en arvar gant an intermittents du spectacle o vanifestiñ a-enep d'ar reformoù nevez. Met aozet e vo ar gouel 'benn ar fin.

2004[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo M en-dro ar bloavezh mañ, lavaret e vez eo boaziet dont d'ar gouel mañ. Laouen eo bet an dud da zont da selaou diouzh Muse, Patti Smith, Alain Bashung ha Rodolphe Burger). Lakaat a ra ivez e pleustr Gouel an erer gozh ur c'henlabour gant Gouel Les Tombées de la Nuit.

  • Sul :

Lhasa, Thomas Fersen, IAM, Muse, Freestylers, Sonic Machine, Hugues Auffray, Ilene Barnes, Kings of Leon, Horace Andy, Clotaire K, Svinkels, Buck 65, La Rumeur

2005[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digresk a ra un tammig niver an dud eno, dre faot ar glav... (ne oa bet glav ebet dibaoe 2001). Deep Purple, New Order hag ar Stooges a zo amañ evit plijadur ar re gozhañ... ha yaouankañ evel-just! Evit ar wech kentañ e teu war blas Ministr karget d'ar Sevenadur d'ober un-dro da wellet unan eus ar gouelioù brasañ.

Gouel dindan 4 devezh: 2006-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit lidañ 15vet Gouel an Erer Gozh un abadenn ispisial evit digeriñ ar gouel: gant Johnny Hallyday. Evit neveziñ eo bet pedet ivez Jamel Debbouze, da gontañ koazioù leun a fent. Rock eo an traoù ar bloavezh mañ gantPixies, dEUS, Rhesus, Dionysos) ha muioc'h variet' gant (Raphael, Cali).


2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar wech kentañ e vez adlakaet Les Vieilles Charrues Remettent le Son. Gant strolladoù disheñvel:


Gouel an Erer Kozh 2007 :

2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil abadenn eus Les Vieilles Charrues remettent le Son eus ar 1 d'an 8 a viz Meurzh e Karaez.

Chom a raio an abadenn hañv er memorioù dre ma 'z eus bet ur rekord a dud o tont, 215 000 a dud. Dalc'het 'vo soñj ivez eus sonadeg kimiadiñ ar strollad Matmatah, eus abadennoù Ben Harper, Motörhead, ZZ Top, Yael Naim ha Duffy. D'autres temps forts ont offert aux festivaliers des moments inoubliables d'intensité, à l'image du one man show de Gad Elmaleh.

2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Les Vieilles Charrues remettent le son, an 13 ha 14 a viz Meurzh :

Abadenn hañv :

2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An annvioù gentañ bet roet d'an 2 a viz Meurzh a zo Muse, Revolver, Mr Oizo, Jacques Dutronc, Mika, Diam's, Vitalic, Indochine, Phoenix, Gojira, Gaëtan Roussel, Féfé, Alain Souchon ha Etienne de Crecy. Al lodenn vrasañ eus ar Passoù 4 Devezh a zo bet gwerzhet dindan un eurvezh.

Ar programmadur war sevel a zo :

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]