Breudeur Morvan
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Vreudeur Morvan pe Paotred Morvan a zo kanerien kan-ha-diskan brudet-bras e Breizh.
Pevar faotr a oa en ti : Yves († 1984), Henri, François(† 2012[1]), Yvon († 2022)[2].
Labourerien-douar e oant.
Ganet int bet hag o chom emaint bepred e Botkol e Sant-Nigouden e kanton Kallag, (Kerne-Uhel).
Gant o mamm, Augustine ar C’hreñv, eo o deus desket an holl donioù ha sonioù a ganont.
Tonioù plin ha fisel a ganont dreist-holl, dre m'emaint tost d'an div vro-se, hogen tonioù gavotenn a zeu gante ivez.
Kroget e oant da ganañ en "noziadoù" a veze war-lerc'h an devezhioù bras war ar maez, tennadeg patatez, dornañ. Goude ar brezel, pa oa ar c'helc'hioù keltiek o kregiñ d'aozañ "festoù-noz", e oant krog da ganañ evit Kelc'h Keltiek Boulvriag, ma veze Étienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal o son, pe Kelc'h Keltiek Rostren, ma veze Lomig Doniou o kanañ.
Pa oa deuet lanv ar sonerezh keltiek da-heul miz Mae 1968 ha pladennoù Alan Stivell e oant kroget da ganañ pelloc'h eus ar gêr, hep mont war leurennoù Pariz evel ar c'hoarezed Gwadeg avat.
O c'hanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar c'hanaouennoù a vez klevet gante er festoù-noz emañ:
- Kimiad ar soudard yaouank, savet gant Prosper Proux
- Son ar miliner, kanet bremañ evel polka-plin hag adanvet Joli Coucou.
- Tud yaouank ma farrouz.
O buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar faotr a oa en ti : Yves, ganet d'an... a viz... 1919 ha marvet e 1984 ; François, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1923 ha marvet e miz Mae 2012 ; Henri, ganet d'ar 5 a viz Here 1931 hag Yvon, ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1934 ha marvet e miz Mae 2022. Ganet int bet hag o chom emaint bepred e ti-feurm Bodkol e kumun Sant-Nigouden e kanton Kallag, e Kerne-Uhel e Aodoù-an-Arvor.
Gant o mamm Augustine ar C’hreñv, eo o deus desket an holl donioù ha sonioù a ganont. Hag hi he doa desket gant he zad, Guillomme Creff, ganet e 1852. Tonioù plin ha fisel a ganont dreist-holl, dre m’emaint tost d’an div vro-se, hogen tonioù gavotenn a deu gante ivez.
Labourerien-douar a vicher int bet e Botkol. Savet o deus ur strollad kanerien hengounel e 1958, gant degouezhadenn ar c’hentañ sono. Kroget e oant da ganañ en « noziadoù » a veze war-lerc’h an devezhioù bras ar maez, tennadeg patatez, dornañ…
Goude ar brezel, pa oa ar c’helc’hioù keltiek o kregiñ da aozañ « festoù-noz », e oant krog da ganañ evit Kelc’h Keltiek Boulvriag, ma veze Etienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal o son, pe Kelc’h Keltiek Rostren, ma veze Lomig Doniou o kanañ. Pa oa deuet al lanv ar sonerezh keltiek da-heul miz Mae 1968 ha pladennoù Alan Stivell e oant kroget da ganañ pelloc’h eus ar gêr, hep mont war leurennoù Pariz evel ar C’hoarezed Gwadeg.
Evel ar C’hoarezed Gwadeg o deus graet kalz evit lakaat er maez ar c'han ha diskan eus an ankouazh. O c'hanaouenn vrutedañ eo « Joli Koukou » a zo deuet da vezañ o himn.
Ar vreudeur Morvan (Henri ha Yvon) a ra tro Breizh evit ar festoù-noz, ha tresañ a reont bep bloaz war irvi an arar evit diskouez digoridigezh Gouel an Erer Gozh e Karaez-Plouger e Penn-ar-Bed. Evit ar wech kentañ e 2009 o deus kanet ar c’hentañ Boys Band eus istor Breizh war leurenn vrasañ ar gouel, gant an Tambours du Bronx dirak 60 000 den, hag 230 000 mont e-barzh a zo bet e pevar devezh. Kanet o deus ivez e sonadeg anvet Fest-noz e Botkol e 1999.
O c’hanaouennoù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kimiad ar soudard yaouank, savet gant Prosper Proux.
- Son ar miliner, kanet bremañ evel polka-plin hag anvet Joli Coucou.
- Tud yaouank ma farouz.
Pladennoù enrollet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'o deus ket graet kalz a bladennoù.
- 1974 : Ar Vreudeur Morvan.
- 1999 : Les Frères Morvan (e-lec'h ma klever o mamm Augutine hag o breur Yves er bloavezhioù 1960).
- 2009 : Un demi-siècle de kan ha diskan (daou CD war emzalc'h an enrolladennoù kozh ha dielloù-sonenrolladennoù eus ar vreudeur, hag ivez o mamm).
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladenn « Un Demi-siècle Kan-ha-diskan » en deus gounezet ar c’hwec’hvet embannadur deus Priz bras ar pladenn an Télégramme embannet ar 27 a viz Ebrel 2010.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frères de chants, en teulfilm Jérémy Véron - 52', Coproduction Plan Large Productions, VO Productions ha France Télévisions .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Frères Morvan, Homme De Bretagne gant Alain le Nédélec, 1994.