Charles Aznavour
Charles Aznavour | |
![]() | |
Charles Aznavour e 2017
| |
Ganet | 22 a viz Mae 1924 e Pariz |
---|---|
Marvet | 1añ a viz Here 2018 e Mouriès (Bouches-du-Rhône) |
Micher(ioù) | oberour-kompozer-kaner |
Benveg(où) | mouezh |
Bloavezhioù oberiant | 1946-2018 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.charlesaznavour.fr/ |
kemmañ ![]() |
Charles Aznavour (armenieg : Շառլ Ազնաւուր), ganet Shahnourh Varinag Aznavourian (armenieg : Շահնուր Վաղինակ Ազնաւուրեան) d'an 22 a viz Mae 1924 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 2018 e Mouriès (Bouches-du-Rhône), zo un aozer-sonaozer-kaner, aktour ha skrivagner gall-hag-armenian.
Kroget e oa da ganañ e 1946, en holl en deus bet enrollet 1 200 kanaouenn e meur a yezh : e galleg, saozneg, italianeg, spagnoleg, alamaneg, armenieg (Yes kou rimet'n tchim kidi), napolitaneg (Napule amica mia), rusianeg ha kabileg. Skrivet pe genskrivet en devoa e-tro 1 000 kanaouenn, evitañ pe evit arzourien all.
Unan eus ar C'halloued brudetañ eo dre ar bed. Graet eus outañ « Doue ar pop gall » gant ar buruteller sonerezh Stephen Holden, Charles Aznavour a oa bet sakret « kaner "variété" pouezusañ an xxvet kantved » gant CNN hag an Time dirak Bob Dylan, Frank Sinatra ha memes Elvis Presley.
Hep sevel a-enep e sevenadur gall, bez' e voe kannad Armenia e meur a aozadur etrebroadel diplomatel adalek 1995. Roet e oa bet dezhañ ar vroadelezh armenian e 2008. Kannadour Armenia e oa e Suis, ma oa o chom abaoe ar bloavezhioù 1970. E 1995 e oa kannadour ha dilennad Armenia evit an UNESCO.