Strollad Karma

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Karma)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Er bloavezh 1996 e voe ganet ar strollad Karma e Kreiz-Breizh, er Poc'hêr kostez Karaez. Sonerezh da zañsal er festoù-noz a sonont.
N'eo ket Karma ur strollad gwall anavezet evit ar poent daoust ma 'z a war vrudaat abaoe un nebeud bloavezhioù. Kenstrollañ a reont o startijenn a-benn reiñ plijadur d'an dañserien ha dezho o-unan. Ur strollad a gemer perzh alies er festoù-noz aozet er vro hag el lec'hioù all eo Karma. Sonerezh arnevez ha hengounel war-an-dro a sonont.
Daou anezhe a gomz brezhoneg, Mikael Bihanig ha Yann Ar C'horr, a zo bet e Skolaj Diwan Roparz Hemon (bremañ, Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon) er Releg-Kerhuon, e-kichen Brest e Bro-Leon (Penn-ar-Bed).

Ar sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h soner zo er strollad :

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • CD Jeunes sonneurs du Centre Bretagne, 1996
  • CD Fest-noz, 1998
  • CD Nozata, 2000
  • CD Liesliw, 2003