Groundation

Eus Wikipedia
Groundation
Groundation e 2006 er Jamaïcan Reggae Festial e Kandel, en Alamagn.
Eus an tu kleiz d'an tu dehou : Kelsey Howard, David Chachere, Mingo Lewis Junior (stouet) hag Harrison Stafford.

Bro orin Sonoma, Kalifornia an Norzh
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Reggae
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1998
Label(ioù) Young Tree
On The Corner
Lec'hienn ofisiel groundation.com groundation.fr

Izili Harrison Stafford
Marcus Urani
"Iron" Ryan Newman
David "Diesel" Chachere
Kelsey Howard
Te Kanawa Haereiti
Mingo Lewis Junior
Kim Pommell
Stephanie Wallace
Izili bet er strollad Paul "Papa" Spina
Jason Robinson
James Stafford
Shawna Anderson
Kerry-Ann Morgan
Ikesha Johnson
Benjamin Krames
Endro Rockamovya
Cannonball

Groundation a zo ur strollad Roots Reggae kalifornian levezonet gant ar Jazz hag an Dub, o tont eus Sonoma e Kalifornia an Norzh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummet e voe ar strollad e 1998 gant Harrison Stafford (gitarour ha kaner), Marcus Urani (klaouier, melodika) ha Ryan Newman (gitar boud). En em anavezet o deus e skol-veur Sonoma e Kalifornia pa voent o teskiñ ar Jazz. Dont a reas er strollad er bloavezhioù 2000 un trompetour hag a oa o vevañ e San Francisco anvet David Chachere, hag un trombonour anvet Kelsey Howard hag a oa ivez e skol-veur Sonoma. Ur bloaz goude, e miz Du 2001, e teuas ar c'hoarier tamboulinoù Paul Spina er strollad goude e vefe aet kuit James Stafford, an tambouliner kentañ. Ar saksofonour Jason Robinson a guitaas ar strollad evit dont da vezañ ur penn-bras eus ur festival Jazz eus San Diego.

Ar c'hoarier toserezh Mingo Lewis Junior hag a erruas er strollad e 2004 a zo hiziv un den hag n'haller ket ober heptañ evit ar strollad, evel ma z'eus bet tu merzhout e 2007 p'en doa graet Mingo un ehan ha pa voe erlec'hiet gant Ben Krames. Ar goristed ho deus cheñchet kalz, evit ar poent emañ Kim Pommell er strollad abaoe 2007 ha Kerry-Ann Morgan abaoe 2006, met graet he deus un ehan e miz Eost 2008, ha distroet eo e miz Du 2009. Stéphanie Wallace he deus kemeret plas Kerry-Ann Morgan e pad he ehan

E miz Gouere 2008, goude un droiad hag a kasas Groundation e pep lec'h er Stadoù-Unanet, e kuitaas an tambouliner Paul Spina ar strollad, ennañ abaoe 2001. Ar strollad a c'hoarias diouzhtu en Europa 'pad an hañv 2008, gant e dambouliner nevez, Te Kanawa Haereiti, hag en doa dija c'hoariet gant Groundation e-pad e droiad anvet "Tribute to Bob Marley" e miz C'hwevrer 2008.

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Harrison Stafford (kaner, gitarour)
  • Marcus Urani (Piano, Rhodes, melodika)
  • Ryan Newman (gitar boud)
  • David Chachere (trompilh)
  • Kelsey Howard (trombon)
  • Te Kanawa Haereiti (taboulinoù adalek ma kuitaas Paul Spina e fin miz Gouere 2008)
  • Mingo Lewis Junior (toserezh ha congas eus 2004 da 2006. Distro e 2008)
  • Kim Pommell (korist adalek 2007)
  • Kerry-Ann Morgan (korist eus 2006 da miz Eost 2008 ha distroet e miz Du 2009)

Izili kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Paul Spina (Taboulinour abaoe miz Kerzu 2001 da miz Gouere 2008)
  • Jason Robinson (Saksofonour war an holl pladennoù met ral a wech war al leurenn gant ar strollad 'pad an troioù amerikan).
  • James Stafford (Taboulinour war an div bladenn gentañ)
  • Shawna Anderson (Korist eus 1999 da 2004)
  • Ikesha Johnson (Korist e 2006)
  • Stephanie Wallace (korist adalek fin 2008, betek distro Kerry-Ann Morgan)
  • Benjamin Krames (Congas ha toserezh e 2007 e-pad ehan Mingo.)

Elder Jamaikan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek e eil pladenn, Each One Teach One, e gemeras ar strollad ar boazh da bediñ mojennoù ar reggae Jamaikan:

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur filosofiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad e droiadoù European hag amerikan, emañ Groundation war la leurenn gant bepred ar memes pal : Lakaat da drement ur skeudenn hag ur mennozh peoc'h. Nement en ur sellout ouzh ho fladennoù, ez eus tu kavout elfennoù dedenus diwar-benn ho filosofiezh hag ho sell war ar bed, tout se liammet gant ar filosofiezh Rastafari. Da skouer, Hebron Gate, deuet er maezh e 2002, a ziskouez pad tout ar bladenn ur brezel etre mab-den hag an erevent. An erevent-se a zo arouezh Babylone, simbol kevredigezh ar c'hornog, dizenekaet ha flastrus pe c'hoazh mont-en-dro ar stumm aotrouniezh gwaskus. Dre vras testennoù Groundation zo ur prederiadenn speredel, diwar ivez tem an arc'hant. Pep pladenn a adsked en emdroadur, ket nemet e kenver ar sonerezh, met en istor. Evel-se ar bladenn Upon the Bridge a ziskouezh trement un den "dre ar pont", ar pont hag a zispar mab-den d'ur bed digudenn, nevezh, adlakaet da zero. An emdroadur a gendalc'h eus pladenn da bladenn hag a bloavez da vloavez.

Rockamovya[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rockamovya a zo eil mennad an tri izili hag o deus stummet Groundation, Harrison Stafford, Marcus Urani hag Ryan Newman, ganet eo eus ho strolladur e 2006 gant an tambouliner Jamaikan bras Leroy "Horsemouth" Wallace hag ar c'hitarour Jazz Will Bernard, mignon abaoe pell gant ar strollad.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.