Startijenn
Startijenn | |
![]() | |
Startijenn e gouel 30 vloaz Diwan
| |
Bro orin | ![]() |
---|---|
Doare(où) | Sonerezh Breizh, sonerez a-vremañ |
Label(ioù) | Coop Breizh |
Lec'hienn ofisiel | www.startijenn.com |
kemmañ ![]() |
Startijenn a zo bet krouet e miz Even 1997, diwar ur gejadenn etre skolajidi e skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon, e-kichen Brest.
Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A oad a 13 vloaz, holl sod-pitilh gant ar sonerezh, e tivizont krouiñ ur strollad festoù-noz hag e sonont evit ar wech kentañ e Lokorn. Ar pevar soner kentañ a oa Tangi Oillo (gitar), Youenn Roue ha Konogan An Habask gant o bombard, ha Tangi Ropars gant an akordeoñs kromatek. D'ar mare-se e krog ar strollad da luskañ muioc'h-mui a festoù-noz. E miz Mae e chom a sav Tangi Ropars gant ar jeu hag erlec'hiet e vez gant Tangi Le Gall-Carre, ur akordeoñs diatonek gantañ, ha Konogan An Habask 'n em lañs g'ar binoù-kozh war al leurenn. Adalek ar mare-mañ e tibrad ar strollad.
Deuet int da vezañ bremañ ur strollad mil anavezet e bed ar sonerezh e Breizh. Abaoe o c’hentañ pladenn en nevez-amzer 2006 n’o deus ket paouezet da foetañ ar festoù-noz e Breizh koulz hag e lec'h all. Perzhioù sonerezh ar pemp brezhoneger yaouank-mañ eo dres o startijenn, ur son a-stroll dibar ha sonaozadurioù a sent bepred ouzh o fal kentañ : lakaat an dud da zañsal. Ur son rock 'zo ganto hag un doare dezho o-unan da gizellañ o zonioù. Deuet eo ar strollad da vezañ unan eus arouezioù ur yaouankiz o vevañ en he sevenadur hag en hec'h amzer. E 2009 o deus resevet ur priz gant ar gevredigezh Produet e Breizh hag un eil gant Sonerezhioù ha Dañsoù e Penn-ar-Bed. Kemeret o deus perzh en abadenn Son da Zont d'ar sadorn 28 a viz Du 2009 war France 3.
Ar sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tangi ar Gall-Carré : Akordeoñs daoudonek
- Tangi Oillo : Gitar
- Youn Roue : Bombard
- Kaou Gwenn : Binvioù-skeiñ
- Julien Stevenin : Gitar
- Lionel Le Page : Biniou, uilleann pipes
Kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Konogan An Habask : biniou, uilleann pipes (1997-2013)
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Startijenn (Coop Breizh), 2006
- Pakit Holl ! (Paker Prod/ Coop Breizh), 2008
- 'Kreiz da fas ! (Paker Prod/ Coop Breizh), 2010
- Skeud (Paker Prod/ Coop Breizh), 2015
Live[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prizioù ha sonadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Priz ar bladenn produet e Breizh - Sonerezh Breizh
- Priz taol Musiques & danses en Finistère
- Festival Trad it! - Groningen (Izelvroioù)
- Zamek Celtic Festival - Bedzin (Polonia)
- Gouelioù-meur Kerne - Kemper
- L'Espace (Festival Yaouank) - Roazhon
- Bombardes & Cie - Klegereg
2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guinness Irish Festival - Sion (Suis)
- Festival interceltique - An Oriant
- Festival Yaouank - Roazhon
- Cyber fest-noz - Kemper
- Troiad en Alamagn & Belgia
2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouelioù-meur Kerne - Kemper
- Bombardes & Cie - KLEG' - Klegereg
- Festival Kann al Loar - Landerne
- Troiad e Polonia & Slovakia
2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouel an Erer Kozh - Karaez
- Gouelioù ar serr-noz - Roazhon
- Festival Yaouank - Roazhon
- Festival fisel - Rostren
- Yaou ar porzh - Brest