New Order
New Order a zo ur strollad new wave hag electro-pop bet savet e Manchester e 1980. Kinniget eo bet an anv-se gant Rob Gretton. Ennañ e kaver sonerien bet e Joy Division : Bernard Sumner (kan, gitar, piano tredan), Peter Hook (gitar boud) ha Stepehn Morris (taboulinoù). Gillian Gilbert, gwreg Morris, a sonas piano tredan ganto betek 2001. Abaoe 2001 eo bet kemeret he flas gant Phil Cunningham. Ma'z eo heñvel-tre pladenn gentañ ar strollad (Movement he zitl) ouzh re Joy Division, e kemmas tamm-ha-tamm sonerezh ar strollad, hag e teuas da vezañ elektronek hag electro-pop. Peurliesañ e weler New Order evel unan eus strolladoù pouezusañ ar bloavezhioù 1980, gant The Smiths, The Cure, R.E.M pe c'hoazh Depeche Mode.
Istor ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude emzistruj Ian Curtis e miz Mae 1980 e tivizas izili all Joy Division kenderc'hel da seniñ. Ganto e teuas Gillian Gilbert e miz Here 1980. Pladenn gentañ New Order, Movement he zitl, a zeuas er-maez e 1981, produet e voe gant Martin Hannett, ha damheñvel ouzh sonerezh Joy Division eo. Goude bezañ bet e New York e 1981 e kemmas sonerezh ar strollad, ha muioc'h-mui a elfennoù elektronek a voe ennañ. Klevet e vez ar c'hemm-se en div ganaouenn (Everything's Gone Green ha Temptation) enrollet nepell goude ma vefe deuet Movement er-maez. Sikour a reas ivez ar strollad da sevel (hag arc'hantaouiñ) an toull-noz anvet The Haçienda (FAC51), hag a voe digoret ez-ofisiel e Manchester e miz Mae 1982. E miz Meurzh 1983 e teuas er-maez Power, Corruption & Lies. Ur bladenn elektronek da vat eo, enni e vez klevet ar c'hemm bet degaset e sonerezh ar strollad. Da heul e teuas er-maez ar bladenn single anvet Blue Monday. Dont a reas da vezañ ar bladenn single indie gwerzhet ar muiañ er Rouantelezh-Unanet. Pa voe embannet Power, Corrpution & Lies er Stadoù-Unanet e voe ouzhpennet enni Blue Monday ha The Beach (tu B ar bladenn single). Ar bladenn Low-Life a zeuas er-maez e 1985, ha Brotherhood e 1986. An div bladenn-se a zo disheñvel an eil diouzh eben : gitar tredan a glever war Low-Life, padal ez eo elektronek da vat Brotherhood. E-keit ma oa ar strollad o seniñ er Stadoù-Unanet e 1987 e teuas er-amez an dastumad anvet Substance, enni un ton nevez, True Faith e ditl. A-drugarez d'ar ganaouenn-se ha d'ar video (skignet diehan war MTV) savet evit he skeudenniñ, e tizhas ar strollad Top 40 ar Stadoù-Unanet evit ar wech kentañ. Ar bladenn anvet Technique a zeuas er-maez e miz C'hwevrer 1989, enni e klever levezon ar sonerezh acid house. E 1990 ec'h enrollas New Order kan ofisiel (World in Motion e ditl) skipailh mell-droad Bro-Saoz evit kib ar bed. Er memes koulz e kenlabouras Sumner gant Johnny Marr, hag e savjont ar strollad anvet Electronic. Hook, diouzh e du, a savas ur strollad anvet Revenge. Ar bladenn Republic a zeuas er-maez e 1993. Ur wech embannet e chomas New Order a-sav e-pad ur pennad, hag ar sonerien a gendalc'has gant o raktresoù all : Electronic evit Sumner, Hook a savas Monaco, ha Gillian ha Morris a savas The Other Two. The Best of New Order, un dastumad kanaouennoù, a zeuas er-maez e 1994. Goude un troc'h a badas pemp bloaz e voe bodet New Order en-dro e 1998, hag e sonas ar strollad e-pad Reading Festival. Evit ar wech kentañ abaoe marv Ian Curtis e sonas tonioù Joy Division en-dro.
E 2001 e teuas Get Ready er-maez. Ur c'hemm e voe e sonerezh ar strollad : nebeutoc'h a sonioù elektronek, kalz muioc'h a c'hitar. E 2002 e labouras ar strollad war ar film 24 Hour Party People, hag enrollañ a reas un ton anvet Here to Stay, a glever e-pad ar film. Pladenn ziwezhañ ar strollad, Waiting for the Siren's Call he zitl, a zeuas er-maez d'ar 27 a viz Meurzh 2005. E-pad troiad ar strollad e Suamerika e miz Du 2006 e lavaras Hook e vefe gwelloc'h dezho paouez da seniñ war al leurenn. E miz Genver 2007 e lavaras Morris n'en doa ket klevet kaoz eus an dra-se. Met e miz Mae 2007 e lavaras Hook e-pad un atersadenn war XFM ne laboure ket mui gant Sumner. D'an 20 a viz Gouere 2007 e voe embannet ur gemennadenn gant Sumner ha Morris, a-benn embann e kendalc'he ar strollad hep Peter Hook.
Pladennaoueg (pladennoù bras)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Movement (1981)
- Power, Corruption & Lies (1983)
- Low-life (1985)
- Brotherhood (1986)
- Substance (1987)
- Technique (1989)
- BBC Sessions (1990)
- Republic (1993)
- Get Ready (2001)
- Waiting for the Siren's Call (2005)
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- NewOrder.cc Lec'hienn ofisiel