Mont d’an endalc’had

Genaunes

Eus Wikipedia
Bro ar Genauni a weler e Raetia.

Ar Genaunes, pe Genauni (Galianeg: Genaunoi, pe *Gēnomnoi, 'genidien'), a oa ur bobl en Alpoù er I kantved kent JK. Hervez an testenioù deuet betek ennomp e vijent bet Galianed e Raetia.

O chom e oant e saonenn reter an Inn, e Raetia (Tirol a-vremañ), en Oadvezh an Houarn hag en Henamzer roman. Amezeien e oant d'ar Breuni.

  • Ar c'hentañ skrivagner a ra meneg anezhe e oa Strabo en e Zouaroniezh[1]. Soñjal a rae dezhañ e ont a orin illirian, evel ma reas Appian diwezhatoc'h[2], met hennezh a lare eus holl bobloù an Alpoù hag an Danav e oant Illirianed.

Trec'het e voent gant Drusus an Henañ.

Monumant Turbia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ.

  1. IV, 6, 8 : Οἱ δὲ Ὀυινδολικοὶ καὶ Νωρικοὶ τὴν ἐκτὸς παρώρειαν κατέχουσι τὸ πλέον· μετὰ Βρεύνων καὶ Γεναύνων, ἤδη τούτων Ἰλλυριῶν.
  2. Illyr., 6 et 29.
  3. Pseudo-Acron, Carmina, IV, 14, 9-10.