Brezhoneg e Bro-Roazhon
Brezhoneg a vez komzet e Bro-Roazhon a bell zo, ha kelennet ivez abaoe fin an XIXvet kantved da vihanañ.(Daveoù a vank)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XVIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1532 e voe kurunennet an dug Frañsez III e kêr Roazhon, degemeret gant an eskob Eozen Maeeug en iliz-veur. Eno e c'hallas an dug lenn ur varzhoneg e brezhoneg, war un daolenn ispilhet, skrivet gant lizherennoù aour.
XVIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skoliet eo Juluan Maner e skolaj ar Jezuisted, a zeuy da vezañ al lise Zola. Met e Kemper eo e tesko brezhoneg.
XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Embannadur kentañ Geriadur Gregor Rostren e 1732.
Ar « roazhoneg »
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wezhioù e vez lâret "roazhoneg" eus ar brezhoneg komzet e Bro-Roazhon. N'eus ket ur ster skiantel d'ar ger, rak n'eus ket a studi gwirion anezhañ, nemet meneg eus ar ger amañ hag ahont.
Ijinet e vije bet ar ger, a-raok an Eil Brezel-bed, gant tud eus Breizh-Izel, e Kelc'h Keltiek Roazhon, da ober goap eus an nebeudig Roazhoniz a zeske brezhoneg ha ne oant ket gouest da gomz e doare Breizh-Izel.(Daveoù a vank)
Diwar ar c'hemmeskaj-se eo ganet ur wir rann-yezh nevez a zo bet anvet gant tud 'zo « ar roazhoneg » pe Brezhoneg Roazhon.
– Alan al Louarn, Ur Brezhoneg nevez : ar « Roazhoneg », Arvor, 27 C'hwevrer 1944, p. 1[1]
Emañ ar « Roazhoneg » o teurel gwrizioù e kerioù all Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskiñ hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizañ ha mervel, pa vez dilezet.
– Y.-D., Dinan c'hlas hag ar brezhoneg, Arvor, 19 Meurzh 1944, p. 1[2]
E dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze implijet ar ger da ober anv eus brezhoneg bugale an dud-se, savet e Roazhon, hag a gomze brezhoneg levezonet gant ar galleg a-wechoù, pouez-mouezh, troiennoù, hag all.
Brezhoneg fall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darn a gav e rank bezañ fall ar brezhoneg e Roazhon dre natur, pe n'eo ket gwir vrezhoneg a vije komzet eno[3]. Hervezo n'halljed ket komz na kelenn brezhoneg mat e Roazhon. Trawalc'h e vije bevañ e Roazhon evit komz brezhoneg fall.
Lec'hioù ma vez(e) kelennet brezhoneg e Bro-Roazhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kelc'h keltiek Roazhon, a oa un ti dezhañ e kreiz-kêr betek ar bloavezhioù 1980. Brezhoneg a vez kelennet atav abaoe ma'z eo bet savet.
- Kelc'h Debeauvais, a gelenne brezhoneg adalek dibenn 1965 betek 1969 e Leurgêr al Lisoù,
- Skol an Emsav adalek 1969
- Skolioù Diwan Roazhon, Magoer ha Felger,
- Skolioù prevez
Skolioù-Stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skol-Veur Roazhon, pa voe anvet Joseph Loth e 1883 da "gelenner war ar c’heltieg" (kelenn brezhoneg a vije bet torfed).
Adalek ar bloavezhioù 1970 e oa bet brezhoneg en un toullad skolajoù ha tost en holl liseoù.
Adalek 1980 e oa bet klasket lakaat brezhoneg er c'hentañ derez gant ar gevredigezh APEEB (deuet da vout Div Yezh), savet gant Jean-Yves Broudic ha Jakez Cosquer.
Tiez-embann brezhonek e Bro-Roazhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sav-Heol, e Reuz, a embann ivez levrioù divyezhek (war-bouez UL levr gallek)[4].
- Skol an Emsav, a embann un hentenn-deskiñ hag deiziataerioù dreist-holl
- TIR[5] a embann levrioù gallek dreist holl.
- An ti-embann gallek Éditions Goater en deus embannet un dornad levrioù brezhonek.
Aozadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezhonegerien e Bro-Roazhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miliadoù a dud zo bet o studiañ brezhoneg e Roazhon, lod zo bet ivez o kelenn eno, pe o skrivañ pe o labourat er media, a-raok mont da lec'h all.
- Geriadurourien
- Frañsez Favereau, eus Kelc'h Debeauvais (Kevrenn Roazhon)[6], kelenner er skol-veur, skrivagner,
- Yann-Baol an Noalleg (Daveoù a vank)
- Skrivagnerien
- Ernest ar Barzhig, kelenner ha romantour
- Yann Bijer, romantour
- Annie Coz, kelennerez alamaneg ha romantourez
- Youenn Olier, kelenner latin , barzh ha romantour
- Kelennerien
- Alan Botrel, kelenner lise, kelenner er skol-veur, barzh, troour
- Gwendal Denez
- Pêr Denez, rener kevrenn geltiek ar skol-veur;
- Yann-Bêr Duval, kelenner jedoniezh ha brezhoneg en ur skolaj
- François Falc'hun, kelenner er skol-veur
- Léon Fleuriot, rener kevrenn geltiek ar skol-veur
- Mark Kerrain, kelenner lise hag er skol-veur
- Pierre Le Roux, kelenner er skol-veur, diazezer an ALBB
- Lukian Kergoat, kelenner ha rener kevrenn geltiek ar skol-veur
- Pierrette Kermoal, kelennerez c'hallek
- Politikerien
- Yann-Bêr Duval, kuzulier-kêr, kelenner jedoniezh ha brezhoneg
- Lena Louarn, kuzulierez-rannvro
- Kelaouennerien
- Fañch Broudig, rener abadennoù brezhoneg FR3
- Bernez Rouz, rener abadennoù brezhoneg FR3
- Milio Latimier, kelaouenner gant Bremañ betek 2021
- Tud all
- Gwenvael Jéquel, bet rener Skol an Emsav
- Olier ar Mogn, bet rener Bremañ
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alan al Louarn, Kazetenn "Arvor", niv. 162, 27 a viz C'hwevrer 1944
- ↑ Y.-D., Kazetenn "Arvor", niv. 165, 27 a viz Meurzh 1944
- ↑ Rennes, capitale de la Bretagne, donc identitairement bretonnante. Et vouée au culte du «roazhoneg», variante d'un breton imaginé, langue ethniquement pure de la nation bretonne, désormais enseignée partout, y compris à Cesson-Sévigné, rebaptisé Saozon-Sevigneg, Betton, rebaptisé Lanvezhon, Guichen, devenu Gwizien, en attendant la celtisation intégrale de Rennes-Métropole. Françoise Morvan, Libération, Sadorn 19 a viz Meurzh 2005.
- ↑ Ur skouer nemeti, kavet war load ar Groupement d'associations culturelles de langue bretonne
- ↑ Travaux d'Investigation et de Recherche
- ↑ Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, p. 12