Kelc'h Debauvais
Kelc'h Debauvais (a-wezhioù Kelc'h Debeauvais[1]) a oa un aozadur da aozañ an deskadurezh vrezhon kentañ derez e brezhoneg[2]. Staliet e oa e Roazhon (kentelioù gant Frañsez Favereau) adalek dibenn 1965 betek 1969, e Brest (kentelioù gant Lukian Kergoat) hag e Pariz hag a zouge anv Frañsez Debauvais.
Ouzhpenn mil den zo bet enrollet er C'helc'h Debauvais etre 1965 ha 1969[3]. Er bloavezh-skol 1969 ez eus bet daouzek klas o vont en-dro gant Kelc'h Debauvais : seizh e Roazhon, tri e Paris, daou e Brest[4]. Embannet ez eus bet d'ar mare-se kentelioù eil bloavezh, o tennañ dreist-holl d' ar vuhez a-vremañ. Dont a rae ar rummad-se da stankañ an toull a chome etre ar Cours Elémentaire ha S.A.D.E.D.[5].
Bodet e oa Kelc'h Debauvais, SADED ha Framm Yaouankiz Vreizh (diazezet gant Tangi Louarn) e-barzh Skourr an Deskadurezh Vroadel.
Kentelioù embannet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 1-5, Preder, Kaier 167, Mae 1973
- Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 6-10, Preder, Kaier 168-169, Mezheven-Gouere 1973
- Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 11-20, Preder, Kaier 185-186, Du-Kerzu 1974
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, pp. 11-12
- "L. KERGOAD a zisplegas doareoù al labour gant K.D. : an enrolladur, ar gelennadurezh, an amzeriadur resis, ar genurzh strizh." (Danevelloù obererezh - Kelc'h Debauvais - Kreizenn vBrest, Emsav niv. 26, C'hwevrer 1969, p. 48