Annie Coz
Neuz
Annie Coz, Anni Kozh, ganet d'ar 6 Du 1945 e Ploneour-Lanwern, er Vro-Vigoudenn, zo ur skrivagnerez vrezhonek. kelennerez diouzh he micher.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E ti he zud ne vezet komzet nemet brezhoneg, met goude he studioù ez eas da gelennerez eil derez war an alamaneg e Roazhon. Pa 'z eas war he leve ec'h adtapas he yezh kentañ dre kentelioù noz, kentelioù dre lizher ha gant studioù er skol-veur[1].
Bet eo o chom koulz er Gelveneg hag e Roazhon.
Oberenn lennegel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a ra lennegezh faltazi, danevelloù hag ur romant evit an dud deuet ha romantoù bihan evit ar grennarded. Savet he deus barzhonegoù hag a zo bet embannet e-barzh Al Liamm.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2014 : Bili er mor, Skol Vreizh. Danevelloù. Gant he levr danevelloù Bili er mor, he deus bet Priz F3, Priz Ker Gwened, Priz Per Jakez Helias.
- 2015 : Milio hag ar viziterien noz, Skol Vreizh. Romant polis evit ar grennarded (9-13 vloaz).
- 2016 : Nolwenn, Bim hag al laer, Keit vimp bev. Dastumad Priz ar Yaouankiz.
- 2019 : Lucio e-kreiz K., Al Liamm.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Displeget ganti e pennad Anaïs Berre, Écrire en breton, c'est aussi un combat, Ouest-France, 3 Mezheven 2022.