Bili er mor

Eus Wikipedia

Bili er mor a zo un teskad danevelloù savet gant Annie Coz hag embannet gant Skol Vreizh e 2014.

Dont a ra an titl eus un danevell anvet Tud, tudennoù, ha bili er mor, hag a vez klevet enni un diskan gallek kozh :

"La mer sans arrêt roulait ses galets…
Et c'était comme si tout recommençait…"

Aet eo priz kentañ al levrioù da Bili er mor da-geñver Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg e 2015. Priz lennegel e brezhoneg Kelc'h Sevenadurel Gwened a zo bet roet ivez d'an dastumad danevelloù[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]