Mont d’an endalc’had

Eozen Maeeuc

Eus Wikipedia
Eozen Maeeuc
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanYves Kemmañ
Deiziad ganedigezh1462 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlouvorn Kemmañ
Deiziad ar marv20 Gwe 1541 Kemmañ
Lec'h ar marvBruz Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherskrivagner, eskob katolik Kemmañ
KargRoman Catholic Bishop of Rennes Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielUrzh ar vreudeur prezegerien Kemmañ
Eozen Maeeg, war ur werenn livet en iliz Gwerc'h.

Eozen Maeeuc (Yves Mayeuc e galleg), pe c'hoazh Yvo Caervoyec, ganet e Kervaeog e parrez Plouvorn e Leon e 1462, a voe eskob Roazhon. Marvet eo e Bruz er bloaz 1541.

Lean e oa e kouent an Dominikaned e Montroulez, pan eas da hini ar C'heloù mat da Roazhon. Kofesour Anna Vreizh e oa a-raok bout hini ar rouaned c'hall Charlez VIII ha Loeiz XII.

E 1505 ec'h ambrougas an dugez Anna Vreizh e-kerzh he beaj e Breizh, hag e savas ur c'hantik latin ha brezhoneg hag a voe kanet er Folgoad en enor d'an dugez.

E miz Genver 1507 e voe anvet da eskob Roazhon gant ar pab Jul II.

E 1532 e tegemeras an dug Frañsez III e kêr Roazhon evit e gurunenniñ en iliz-veur. Eno e c'hallas an dug lenn ur varzhoneg e brezhoneg, war un daolenn ispilhet, skrivet gant lizherennoù aour.

  • Amédée Guillotin de Corson, Pouillé historique de l'archevêché de Rennes, Roazhon, Fougeray ha Pariz, René Haton, 1880-1886, 6 vol. in-8° br., couv. impr. (a gaver e Gallica).
  • Henri Poisson, Une lumière de l'Ordre des frères prêcheurs. Yves Mahyeuc : 1462-1541, évêque de Rennes de 1506 à 1541. Rakskrid gant ar c'hardinal Roques, Roazhon, 1948
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992.
  • Gwennole ar Menn, Un Veni Creator latin-breton dédié à Anne de Bretagne en 1505, Etudes Celtiques, volume 16, 1979
  • Gwennole ar Menn, Les Bretons "tonnants" et le monde des lettrés, in 1491, La Bretagne Terre d'Europe, CRBC Brest, 1992