Urzh ar vreudeur prezegerien

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An dominikaned pe Urzh ar vreudeur prezegerien[1] a zo un urzh relijiel bet krouet e 1216 gant Domingo de Guzmán (bet ganet war-dro 1170 e Caleruega, rannvro Burgos hag aet da Anaon e Bologna e 1221).

Sant Dominig (1170–1221), poltred gant El Greco, war-dro 1600.

Dominikan eo an anv a vez roet d'un ezel eus Urzh ar vreudeur prezegerien. Da-heul anv un ezel eus an urzh e kaver peurliesañ al lizherennoù o.p. evit "ordinis praedicatorum" e latin, da lavarout eo "eus urzh ar brezegerien". An dominikaned a reer peurvuiañ eus an urzh-se. Leanezed a zo ivez en urzh, anvet e vezont Dominikanezed peurliesañ.

Istor berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset e oa bet Domingo de Guzmán gant ar pab Inosant III da brezeg en Okitania adalek 1205 evit lakaat ar Gatared da zistreiñ war-du ar Gatolikiezh. Brud ha doujañs en doa gounezet abalamour d'e zoare da vevañ.

E 1206 e krouas un ti leanezed e Prouille e-kichen Fanjeaux (en departamant an Aude bremañ).

E 1214 e voe roet dezhañ un ti evit bodañ ar re a yae da brezeg gantañ. Dedennet e voe Foulques, eskob Tolosa, a yeas gantañ da Roma evit goulenn digant ar pab Inosant III asantiñ da grouidigezh un urzh nevez. Chom a reas ar pab en entremar, met asantet e voe gant Honorius III e 1216.

Heuilhañ a reas an urzh reolenn Sant Eosten betek ma kemeras e 1220 e reolennoù dezhañ : un urzh kester, o lakaat ar pouez war stummadur e izili (teologiezh, gwir...), ar galv da brezeg hag ur speredelezh arvestel, gant un aozadur demokratel.

Gouestlet eo bet an dominikaned d'ar stourm ouzh an Disivoud protestant. Fiziet e voe an Inkizision enno e 1233. Kreskiñ a reas an urzh. Ul levezon bras en deus bet en Europa a-bezh evel kuzulierien ar pennoù-bras er Grennamzer hag e-kerzh an Azginivelezh. O levezon deologel a zo bet bras ivez. Staliet e oant er c'hêrioù dreist-holl. O galv da vont davet an dud a lakae anezho da gejañ gant skourroù preder un tamm war vevenn ar gristeniezh pe en diavaez zoken. Kudennoù diabarzh a savas diwar-benn ar reolennoù pa ne chomas ket an urzh unan kester hep tizhout an disrann.

Koll a rejont levezon adalek an XVIvet kantved. Pellaet e oant diouzh prederiadennoù ar mare ha kemeret eo bet o flas gant ar Jezuisted en ur stumm.

Skarzhet in bet eus Frañs e 1792 hag eus un toullad broioù bet aloubet gant Frañs goude.

En XIXvet kantved e teuas an nevesadur dre taliadur an urzh e Stadoù-Unanet Amerika e 1804. Distro da Frañs e 1843 a-drugarez da Henri-Dominique Lacordaire. Berzh a reas Skol Biblek Jeruzalem krouet er ger-se e 1890. Anv an École pratique d'études bibliques roet gant Marie-Joseph Lagrange a intente pouezañ war he zuadur skiantel ha reiñ ul lusk nevez d'an devarnerezh katolik.

E penn kentañ an XXvet int bet skarzhet eus Frañs e 1904 diwar lezenn Émile Combes war ar c'hongregadurioù (unan hepken a veze aotreet e pep departamant), met aotreet e voent da vont en-dro er bloavezhioù 1920.

Kalz dominikaned o deus tapet brud ha levezzon en XXvet kantved : Yves Marie Joseph Congar a gemeras ur pezh bras e Sened meur Vatikan II ; Marie-Dominique Chenu, bet kuzulier luskad ar veleien vicherour ; Louis-Joseph Lebret gant Économie et humanisme hag an digorradur d'an trede bed ; Timothy Radcliffe gant e skridoù teologel digor ha leun a fent.

O vezañ ma fell da izili an urzh bezañ tost ouzh prederiadennoù an dud e vez kemmoù ha daeloù bepred.

Hervez levr-bloaz ar Vatikan embannet e 2010 e oa 5923 dominikan e 2008, 4466 anezho beleget.

Aozet eo an urzh e "Proviñsoù" (un 39 bennak er bed gant 602 gouent) gant ur priol dilennet e penn pep hini. Dilennet e vez Mestr an Urzh gant ur Chabistr meur.

Roll mistri an urzh abaoe ar penn kentañ a gaver er pennad "Mestr Urzh an Dominikaned" Bez 'z eus domikinanezed, ha kloastret e vezont, hag un trede urzh evit merc'hed a gelenn gant ur reolenn, hag un urzh evit laiked, paotred ha merc'hed o vevañ "er bed".

Dominikaned ha dominikanezed brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pibien deuet eus urzh an Dominikaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.1068b; Buhez ar Sent, 1912.