Réginald d'Orléans

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Réginald d'Orléans pe Réginald de Saint-Gilles a oa ur beleg dominikan okitanat bet kelenner gwir an Iliz e Skol-veur Pariz. Lakaet eo bet war roll ar wenvidien gant ar Pab Pi IX e 1875.

Ganet eo bet e Saint-Gilles el Langadòc (departamant ar Gard bremañ) war dro 1180 (kavout a reer pe 1175 pe 1183). Aet eo da Anaon d'an 1 a viz C'hwevrer (?) 1220 e Pariz.

Mont a reas da Bariz war dro 18 vloaz evit studiañ ar gwir. Ur studier skedus e voe ha kelenn a reas gwir an iliz e Skol-veur Pariz etre 1206 ha 1211. Anvet e voe Dean chabistr iliz Saint Aignan e Orléans. E 1218 e tivizas mont da Jeruzalem. O tremen dre Roma e kejas gant Domingo de Guzmán a gendrec'has anezhañ da zont da vezañ ezel eus urzh an Dominikaned. Klañv bras e voe. Ur wech pareet e yeas betek Jeruzalem. Gwiskañ a reas abid an dominikaned. Kaset e voe da brezeg da Vologna a da Bariz. Ur prezeger dreist e oa. Mervel a reas e Pariz e 1220 ha kreskiñ a reas diouzhtu e vrud a santelezh. Kadarnaet e voe a azeulerezh-se gant ar Pab Pi IX a lakaas anezhañ war roll ar wenvidien e 1875.