Giovanni da Vercelli
Giovanni Garbella da Vercelli oa ur breur prezeger italian bet c'hwec'hvet Mestr Urzh an Dominikaned eus 1264 betek e varv.
Ganet eo bet e Mosso Santa Maria e rannvro Biella er Piemonte war-dro 1205 en tiegezh Garbella. Aet eo da Anaon d'an 30 a viz Du 1283 e Montpellier. Lakaet eo bet war roll an dud wenvidik gant ar) Pab Pi X d'ar 7 a viz Gwengolo 1903.
Studiet en deus da gentañ e Pariz a-raok ober studioù gwir e Pariz, Pavia ha Vercelli. Dont a reas da vezañ ezel eus Urzh ar Brezegerien e-kerzh ar bloavezhioù 1240. E1254 e voe dilennet priol kouent Bologna. Priol Proviñs Lombardia e voe etre 1257 ha 1264.
Dilennet e voe Mestr Urzh an Dominikaned e 1264. Chom a reas e karg betek e varv e 1283.
Brudet oa evit e eeunded hag e nerzh labour. Bet eo bet o weladenniñ tost holl diez an dominikaned war droad. Goulenn a rae digant e vreudeur ha c'hoarezed sentiñ feal ouzh reolennoù an urzh.
E-kerzh e prantad ren Giovanni e fizias ar Pab Gregor X en dominikaned ar gefridi klask lakaat ar eoc'h etre ar stadoù italian a oa o vrezeliñ dizehan an eil ouzh eben.
Ouzhpenn e voe goulennet digant Giovanni prientiñ ur framm-labour evit eil sened-meur Lyon a voe dalc'het e 1274 evit klask unaniñ Iliz ar C'hornôg hag hini ar Reter. Kenlabourat a reas neuze gant Mestr Jeneral ar Vreudeur Minor, Girolamo di Ascoli (a voe goude ar Pab Nikolaz IV). Kaset e voent o daou diwezhatoc'h da welout ar roue Fulup III a Frañs evit klask plaenaat un diemglev.
Goude ar Sened-meur e fizias Gregor X en dominikaned ur gefridi c'hoazh : diorren an deoliezh e-keñver Anv Santel Jezus. En em reiñ a reas Giovanni gant gred d'al labour-se.
E 1278 e voe kinniget dezhañ dont da vezañ Patriark Latin Jeruzalem.
Aet eo da Anaon e Montpellier d'an 30 a vie Du 1293.
Lakaet eo bet da wenvidig d'ar 7 a viz Gwengolo 1903 gant ar Pab Pi X. Sant Paeron Breuriezh Anvioù Santel-meubet Doue ha Jezus eo ar gwenvidig Giovanni