Yves Congar

Eus Wikipedia

Yves Marie-Joseph Congar, dominikan, a zo bet unan eus pouezusañ teologourien gatolik an XXvet kantved.

Ganet eo bet e Sedan d'an 13 a viz Ebrel 1904. Aet eo da Anaon e Pariz d'an 22 a viz Mezheven 1995.

Brudet eo evit e labourioù a ilizoniezh hag a ekumeniezh. Gwelet eo bet gant disfiz gant pennoù bras an Iliz da gentañ. Didamallet eo bet goude. Alier eo bet e Sened-meur Vatikan II ha krouet kardinal e 1994.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevet en deus ar c'hentañ brezel bed pa oa bugel e departamant an Ardennes. Pemp kaierad a notennoù hag a dresadennoù en deus leuniet. Kinnig a ra ar re-mañ sell dibar ur bugel war ar brezel. Embannet int bet e 2001.

Mont a reas da gloerdi bihan Reims araok mont e 1921 da gloerdi ar Garmezidi e Skol-uhel katolik Pariz. Eno en deus graet anaoudegezh gant ar prederouriezh Sant Tomaz a-drugarez da oberennoù Jacques Maritain ha Réginald Garrigou-Lagrange.

Goude e servij soudard 1925, ez eas da di nevezidi Proviñs Frañs an dominikaned en Amiens. Etre 1926 ha 1931 e studias e kouent ar Saulchoir e Kain-la-Tombee Belgia ma pouezed war an istor hag an deologiezh. Ken abred a 1928 e santas ar galv da labourat evit unaniñ an holl gristenien. Danvez e dezenn war an deologiezh a voe unaniezh an Iliz. Beleget e voe d'ar 25 a viz Gouere 1930. ha kregiñ a reas da gelenn an ilizoniezh er Saulchoir e 1932.

Adalek 1935 e voe sekretour ar gelaouenn Revue des sciences philosophiques et théologiques. Dareprediñ a reas ar Vicherourien Kristen Yaouank. Krouiñ a reas an dastumad Unam Sanctam en ti-embann Le Cerf e 1937. En dastumad-se ec'h embannas e gentañ levr pouezus a deologiezh « Chrétiens désunis. Principes d'un "œcuménisme" catholique » e miz Gouere 1937. Merzet e voe an oberenn met sachañ a reas disfiz Roma war Gongar. Gwelet fall-kenañ e veze an ekumeniezh eno ha berzet oa kemer perzh el luskad ekumenek.

Kaset d'ar brezel e 1939, e voe lakaet da brizoniad gant an Alamaned. Chom a reas Yves Congar en ur c'hamp prizonidi a vrezel eus 1940 da 1945. Eno e reas prezegennoù evit stourm ouzh an ideologiezh nazi.

Ur wech distro ec'h adkrogas da gelenn an ilizoniezh er Saulchoir, en Étiolles e-kichen Pariz ar wech-mañ. Labourat a reas a-lazh-korf. Embann a reas pennadoù niverus : pennadoù diwar-benn an darvoudoù er gelaouenn Témoignage chrétien pe pennadoù a-zivout lec'h al laiked en Iliz. Kendrec'het e oa e tlee an dud lik kemer o holl blas en un iliz a vefe gwir bobl Doue. Kemer a reas perzh evel alier e kentañ Kendalc'h bedel apostolerezh an dud lik e 1951.

Gouzout a ouie e oa disfiz en e geñver e Kuria Roma bepred. Kreskiñ a reas an disfiz c'hoazh pa embannas e 1950 unan eus elevrioù pouzusañ « Vraie et fausse réforme dans l’Église », just a-raok ma voe embannet al lizher-meur Humani generis ha d'ur mare ma seblante tabou ar ger adreizhadur.

D'ar mare-se eo ec'h embannas Pi XII, oc'h ober implij eus e zifaziusted, dogm Gorreidigezh Mari. Ur gwarz e voe evit ar brotestanted rak ne oa diazez biblek ebet d'an dogm-se. Skornet e voe an darempredoù ekumenek a oa o kregiñ evit ur pennad. Ouzhpenn e oa bet embannet rraok ar C'hemenn Ecclesia catholicaa zizalie ar gatoliked diouzh kemer perzh el luskadoù ekumenek. Strishaet e vo ar c'hemenn evit Congar. Koulskoude en deus al levr « Vraie et fausse réforme dans l’Église » sikouret dalc'h Vatikan II hep mar. Kontañ areer en doa Angelo Roncalli (a zeuas da vezañ ar Pab Yann XXIII) ur skouerenneus an oberenn-se notennet pizh en e levraoueg.

Adalek miz C'hwevrer 1952 e tleas diskouez d'an aotreerezh holl e destennoù. Embann a reas gant aotre Roma « Jalons pour une théologie du laïcat » e 1953. Degas a reas an oberenn ur c'hemm e sell an deologiezh katolik war al liked.

Gwelet e voe evel unan eus aduidi luskad ar veleien-micherourien p'en doa kalzik mignoned en o-zouez. Lakaet e voe a-gostez en un doare dichek asambles gant Mestr Proviñs Frañs hag un toullad teologourien evel Marie-Dominique Chenu.

Mont a reas adalek miz C'hwevrer 1954 da Skol Biblek Jeruzalem araok bezañ rediet da vont da chom en ur gouent e Cambridge e 1955. E dibenn 1956 e voe rediet da chom e kouent an dominikaned e Straßburg. Dindan gwarez an eskob edo met n'helle na kemer perzh en obererezhioù ekumenek na kelenn er Skol-veur. N'eo nemet adalek 1960 e voe un tamm sklaeroc'h an traoù evitañ.

Goude bezañ bet rediet da chom mut e-pad paboni Pi XII e voe anvet e 1960 kuzulier ar gomision deologel karget da brientiñ ar Sened-meur kemennet gant Jean XXIII asambles gant Henri de Lubac. Kemer a reas perzh e labourioù Sened-meur Vatikan II (1962-1965) evel alier (peritus). Skrivañ areas un deiz-lzevr a voe embannet e 2002. Adalek 1963, divec'hiet eus an tamalloù a veze graet dezhañ hag anavezet dirak an holl ec'h embannas ur bern pennadoù ha levrioù.

Kaset e voe d'an ospital e penn kentañ ar bloavezhioù 1980. Tizhet oa gant ur c'hleñved neurrologel grevus aboae pell ha n'helle ket labourat ken abaoe 1984. Koulskoude e skrivas d'ar c'hardinal Ratzinger e 1984 evit difenn en un doare arlivek teologiezh an dieubidigezh.

Krouet eo bet kardinal (hep gwir da vouezhiañ ma vije ur sened-kardinaled) gant ar Pab Yann-Paol II d'ar 26 a viz Du 1994 gant an titl a gardinal-diagon Sant Sebastiano al Palatino.

Aet da Anaon d'an 22 a viz Mezheven 1995 en ospital luel an " Invalides", e Pariz.

E levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en deus perzh e nevesadur an deologiezh katolik en XXvet kantved. Gant Marie-Dominique Chenu, Henri de Lubac, Jean Daniélou ha re all en deus addegaset an istor en hentenn deologel. Gant e skridoù, an dastumad Unam Sanctam bet krouet e 1937, en deus kemeret ur perzh bras en ilizouriezh kempredel.

Evit ar wech kentañ en istor andeologiezh katolik e roas un dalvoudegezh teologel yaus d'an ekumeniezh « Chrétiens désunis. Principes d'un "œcuménisme" catholique » (1937). Skrivet en deus kalz war an dodenn-se.

Levezon en deus bet e breder war Jean XXIII, Paol VI ha Yann-Paol II.

Prederiet oa gant ar bed en-dro dezhañ ivez. War an dachenn-se en deus levezonet don teologiezh an XXvet kantved.

Sikouret en deus da brientiñ war dachenn an deologiezh testennoù meur Vatikan II war diskuliadur Doue en istor, An Iliz, an ekumeniezh, plas al liked, ar c'hargoù en Iliz peurgetket.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet en deus Yves Congar ouzhpenn hanter-kant levr ha degadoù a bennadoù. Setu un nebeud anezho :

  • Chrétiens désunis - Principes d'un « œcuménisme » catholique, Pariz, Cerf, 1937
  • Saint Thomas serviteur de la vérité, 1937
  • Vraie et fausse réforme dans l'Église, Pariz, Cerf, 1950 (1añ embannadur), 1968 (2l embannadur).
  • Leur résistance, 1948
  • Esquisses du mystère de l'Église, Pariz, Cerf, 1953
  • Le Mystère du temple, ou L'Économie de la Présence de Dieu à sa créature de la Genèse à l'Apocalypse, Pariz, Cerf, 1958
  • La Tradition et les traditions Étude historique (Levrenn I), Étude théologique (Leevrenn II), Pariz, Fayard, 1960-1963
  • Les Voies du Dieu vivant, Théologie et vie spirituelle, Pariz, Cerf, dastumad « Cogitatio fidei » n° 3, 1962
  • Sacerdoce et laïcat, devant leurs tâches d'évangélisation et de civilisation, Pariz, Cerf, dastumad « Cogitatio fidei », 1962
  • Chrétiens en dialogue. Contributions catholiques à l’œcuménisme, Pariz, Cerf, 1964
  • Jésus-Christ. Notre Médiateur, notre Seigneur, Pariz, Cerf, 1965
  • Situation et tâches présentes de la théologie, Pariz, Cerf, dastumad « Cogitatio fidei », 1967
  • Cette Église que j'aime, Pariz, Cerf, 1968
  • Ministères et communion ecclésiale, Pariz, Cerf, 1971
  • Un peuple messianique. L'Église, sacrement du salut – Salut et libération, Pariz, Cerf, dastumad « Cogitatio fidei », 1975
  • La Crise dans l'Église et Mgr Lefebvre, Pariz, Cerf, 1977
  • Diversités et communion. Dossier historique et conclusion théologique, Pariz, Cerf, dastumad « Cogitatio fidei », 1982
  • Martin Luther, sa foi, sa réforme - Études de théologie historique, Pariz, Cerf, 1983
  • Entretiens d'automne, Pariz, Cerf, 1987
  • La Tradition et la vie de l'Église, Pariz, Cerf, dastumad Traditions historiques, 1984
  • Église et papauté - Regards historiques, Pariz, Cerf, 1994
  • Écrits réformateurs (skridoù dibabet ha kinniget gant Jean-Pierre Jossua), Pariz, Cerf, 1995
  • Je crois en l'Esprit-Saint, Pariz, Cerf, 1995, 880 p., (bet embannet c'hoazh e teir levrenn etre de 1978 ha 1980)
  • L'Église. De saint Augustin à l'époque moderne, Pariz, Cerf, 1997
  • Journal de la Guerre (1914-1918), Pariz, Cerf, 1997, embannet gant Stéphane Audoin-Rouzeau ha Dominique Congar
  • Esprit de l'homme, Esprit de Dieu, Pariz, Cerf, 1998
  • Journal d'un théologien (1946-1956), Pariz, Cerf, 2000
  • Vaste monde, ma paroisse. Vérité et dimension du Salut, Pariz, Cerf, 2000
  • Mon journal du concile, rakskrid gant Bernard Dupuy, op ; Levrenn I : 1960-1963 - Levrenn II : 1964-1966, Pariz, Cerf, 2002

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.