Hyacinthe-Marie Cormier

Eus Wikipedia

Hyacinthe-Marie Cormier, Louis-Stanislas-Henri Cormier war marilh ar boblañs oa ur beleg dominikan gall, bet 76 vet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1904 ha 1916.

Lakaet eo bet war roll ar wenvidien asambles gant an dominikanez Agnès de Jésus (Agnès Galand ; 1602-16034 ; anvet ivez Agnès de Langeac) gant ar Pab Yann-Baol II d'an 20 a viz Du 1994.

Ganet eo bet d'an 8 a viz Kerzu 1832 en Orléans (Frañs) en ur familh kenwerzhourien. Aet eo da Anaon d'ar 17 a viz Kerzu 1916 e kouent Basilica di San Clemente al Laterano e Roma.

Koll a reas e dad abred. Un eontr beleg a sikouras d'ober war e dro. Skoliataet e voe er gêr da gentañ. Goude ez eas da skol Frered ar Skolioù Kristen. E 1846 e voe kaset da gloerdi bihan Orléans. Mat oa e lennegezh ha dreist e sonerezh seniñ a rae meur a venveg ha kanañ brav. Chom a reas tik gant ar sonerezh a-hed e vuhez. Er kloerdi bras Orléans e studias prederouriezh ha teologiezh. E-kerz e studioù e voe degemeret e Trede Urzh Sant Dominig. Beleget e voe e 1856 gant Félix Dupanloup eskob Orléans daoust dezhañ bezañ re yaouank hervez gwir an Iliz. Diouzhtu goude e c'hoantaas bezañ degemeret en Urzh ar Brezegerien a oa en em staliet en-dro e Frañs abaoe 1850. Bet en doa bet aotre eskob Orléans ha mont a reas da novisti Flavigny-sur-Ozerain e departamant Côte-d'Or e miz Mezheven 1856. Kemer a reas an anv a Hyacinthe-Marie.

Abalamour d'e yec'hed ne felle ket da skipailh an novisti degemer anezhañ da vat. Mestr an Urzh, Alexandre Vincent Jandel, a oa oc'h ober tro tiez an Dominikaned just dar mare-se a gejas gantañ hag a zivizas goulenn un aotre ispisial evit ma c'hellfe ober e ouestl. Kas a reas anezhañ gantañ da Roma hag e kasas da gouent Santa Sabina ma oa bet staliet abaoe nebeut amzer novisti etrebroadel an Urzh.

Asantiñ a reas ar Pav Pi IX reiñ an aotre ma chomfe Cormier hep bezañ taget e-pad ur miz. Sekretour Alexandre Vincent Jandrel e oa d'ar mare-se. Chom a reas klañv-diglañv. Aotreet evoe a-benn ar fin d'ober e ouestl d'an 23 a viz Mae 1859 e kouent Santa Sabina. Mont a reas gwelloc'h goude hag anvet e voe eil-mestr an novised e Santa Sabina.

E 1863 e voe dilennet priol kouent Corbara e Korsika.

Daou vloaz war-lerc'h e voe dilennet kentañ priol Proviñs Tolosa. Addilennet e voe e 1869 a mirout a reas ar garg betek 1874. Dilennet e voe goude priol kouent Marselha ma echuas sevel an iliz hag ar prioldi.

Kuitaat a reas e garg pa voe dilennet Priol ar Proviñs ur wech c'hoazh e 1878. Mirout a reas ar garg-se betek 1888. Karget e voeda brientiñ Chabistr meur an urzh a voe dalc'het e Lyon e 1891.

Pa voe dilennet Andreas Frühwirth Mestr an Urzh e heulias anezhañ da Roma evit e skoazellañ. D'an 21 a viz Mae 1904 e voe dilennet Mestr Urzh ar Brezegerien e-kerzh ar Chabistr meur dalc'het e kouent Santa Maria de la Quercia e-kichen Viterbo. Chom a reas betek 1916. Adsevel ar reas Proviñsoù bet diskaret ha krouiñ a reas reoù nevez. Brudet e oa evit e bezhioù a brezeger.

Adaozet en deus skolaj Sant Tomaz e Roma a zeuas da vezañ goude Skol-veur Pabel Sant Tomaz Akwino anvet peurliesañ ''Angelicum''.karget oa bet gant ar Chabistr meur d'ober eus ar Skolaj lec'h stummañ kreiz an Urzh a-bezh, ul lec'h evit treuzkas kelennadurezh Tomaz Akwino. Dont a reas a-benn ha dont areas ar Skolaj da vezañ Pontificium Collegium Divi Thomae de Urbe e 1906. E 1963 e voe lakaet da Skol-veur Pabel.

Pa echuas e amzeriad e 1916 en em dennas e kouent Basilica di San Clemente al Laterano. Mervel a reas eno d'ar 17 a viz Kerzu 1916.

Kaset e voe e relegoù da iliz Sent Dominig ha Sikstus an Angelicum d'ar 17 a viz Kerzu 1934.

E 1945 e krogas ar prosez evit lakaat anezhañ war roll ar sent. Lakaet eo bet war roll ar wenvidien gant ar pab Yann-Baol II d'an 20a viz Du 1994.