Benead XI

Eus Wikipedia
Benead XI
Pab an Iliz katolik roman

Ardamezioù ar pab Benead XI

Ganedigezh 1240
Treviso
Dilennet da bab 22 a viz Here 1303
Tronidigezh 27 a viz Here 1303
Dibenn e baboni 7 a viz Gouere 1304
En e raok Bonifas VIII
War e lerc'h Klemañs V
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Benead XI (e latin: Benedictus XI), Niccolò Boccasini e anv-tiegezh, ganet e 1240 e Treviso ha marvet d'ar 7 a viz Gouere 1304, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 22 a viz Here 1303. Ur breur prezeger oa. Bet eo bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1296 ha 1298. Bodañ a reas sened-iliz Vienna etre 1311 ha 1312. Lakaet eo bet war roll an dud wenvidik gant ar Pab Klemañs XII e 1736.