Louis-Joseph Lebret

Eus Wikipedia
L.J. Lebret e Kolombia er bloaz 1958.

Louis-Joseph Lebret a oa un ekonomour hag ur beleg dominikan. Ganet eo bet d'ar 26 a viz Mezheven 1897 e Minic'hi-Poudour. Aet eo da Anaon d'an 20 a viz Gouere 1966 e Pariz. Krouet en deus e 1942 Économie et Humanisme, ur greizenn imbourc'h hag obererezh war dachenn an ekonomiezh hag a embannas ur gelaouenn gant memes anv adalek 1942. Kemeret en deus perzh e krouidigezh ur bern kevredigezhioù evit an diorren ekonomikel ha sokial er bed a-bezh.

E-touez ar re a zegasas ar preder a-zivout an diorren hollek en Iliz katolik edo. Ur preder diwar-benn diorroadur pep hinienn koulz hag hini ar strolloù sokial. Lakaat a reas an Iliz hag ar bed kornôgat da verzout petra oa an isdiorroadur ha pegen ret e oa bezañ kengret gant ar broioù paour. Kemeret en deus perzh e skridaozerezh testennoù Sened-meur Vatikan II (Gaudium et Spes). Awenet en deus al lizher-meur Populorum progressio. Kenlabouret en deus gant Henri Desroche, François Perroux, Roland Colin ha Vincent Cosmao peurgetket.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • L.-J. Lebret et Henri Desroche, La communauté Boimondau, L'Arbresle, Économie et Humanisme, 1944
  • L.-J. Lebret, Dimensions de la charité, Les Éditions ouvrières, Pariz, 1958
  • L.-J. Lebret, Dynamique concrète du développement, Les Éditions ouvrières, Pariz, 1967
  • L.-J. Lebret, Suicide ou survie de l’Occident ?, Collection Économie Humaine, Les Éditions ouvrières, Pariz, 1958
  • L.-J. Lebret, A. Piettre, A. Sauvy, R. Delprat, Niveaux de vie, besoins et civilisation, Economie et Civilisation, levrenn 1. Dastumad Économie Humaine, Les Éditions ouvrières, Pariz, (araok 1958)
  • L.-J. Lebret, J.-M. Albertini, S.-H. Frankel, G. Célestin. François Perroux, Science économique et développement, Economie et Civilisation, levrenn 2. Dastumad Économie Humaine, Éditions ouvrières, Pariz, (a-raok 1958)
Oberennoù all gant L.-J. Lebret bet embannet gant Les Éditions ouvrières, Pariz
  • Découverte du Bien Commun (bet troet e spagnoleg)
  • Guide du Militant, 2 levrenn (bet troet e spagnoleg)
  • De l'efficacité politique du chrétien (bet troet e spagnoleg)
  • Principes pour l'action (bet troet e portugaleg)
  • Action, marche vers Dieu (bet troet en alamaneg hag e portugaleg)
  • Montée Humaine (bet troet e saozneg)
  • Civilisation
  • Appels au Seigneur (bet troet en alamaneg, spagnoleg ha nederlandeg)
Oberennoù bet skrivet asambles gant tud all ha bet embannet gant Les Éditions ouvrières, Pariz
  • Aménagement des teritoires
  • Tensions du monde moderne
  • Connaître une population
  • Au contact des forces vivantes
  • Principes et perspectives d'une économie humaine
  • Positions-clés
  • Rajeunir l'examen de conscience (bet troet en alamaneg, spagnoleg, italianeg, nederlandeg ha portugaleg)