Timothy Radcliffe

Eus Wikipedia

Timothy Radcliffe a zo un dominikan saoz. Bet eo bet Mestr an Urzh Dominikan eus 1992 betek 2001. Ezel kentañ Proviñs Bro-Saoz o seveniñ ar garg-se abaoe krouidigezh an Urzh e 1216. Ganet eo bet e Londrez e 1945.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet eo en Urzh an Dominikaned e 1965. Beleget eo bet e 1971.

Kelennet en deus ar Skriturioù Santel e Skol-veur Oxford e Blackfriars. Dilennet eo bet Mestr Proviñs Bro-Saoz e 1988.

Pa oa Mestr an Urzh e oa ivez "ex officio" Kañseller Meur Skol-veur Sant Tomaz Akwino, Angelicum, e Roma.

Goude bezañ bet nav vloaz Mestr an Urzh e kemeras ur bloavezh sabatek. Dont a reas da vezañ en-dro un ezel evel ar re all eus kumuniezh Dominikaned Oxford. Klask e vez war e lerc'h evit kelenn pe prezeg e meur a vro.

Rener Las Casas Institute Blackfriars Oxford eo. Plediñ a ra an ensavadur-se gant kas war-raok ar reizhder sokial ha gwirioù mab-den.

Bleinañ a ra ur wech an amzer an oferenn evit an heñvelrevidi e Warwick gwelet gant ar C'hardinal Murphy O'Connor, arc'heskob Westminster evel darn eus karg avielañ an arc'heskopti davet an heñvelrevidi.

Ne blij ket e obererezh d'an holl evel-just. E skridoù, sklaer, eeun ha don war un dro, gant fent alies, hag e sell brokus ha pleustrek war gudennoù ar bed a-vremañ, a ra berzh.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003 e voe graet "honorary Doctor of Divinity" eus Skol-veur Oxford. Brasañ titl a enor ar skol-veur.

Gounezet en deus e 2007 "The Michael Ramsey Prize for theological writing" evit e levr What Is the Point of Being A Christian?

Paeron an International Young Leaders Network eo. Sikouret en deus da reiñ lañs da Las Casas Institute a bled gant kudennoù buhezegezh, renerezh ha reizhder sokial.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sing a New Song. The Christian Vocation - Dublin: Dominican Publications, 1999. ISBN 1-871552-70-2
  • I Call You Friends - London: Continuum, 2001. ISBN 0-8264-7262-1
  • Seven Last Words - London: Burns & Oates, 2004. ISBN 0-86012-365-0
  • What Is the Point of Being A Christian? - London & New York: Burns & Oates, 2005. ISBN 0-86012-369-3
  • Just One Year: Prayer and Worship through the Christian Year, gant Timothy Radcliffe ha Jean Harrison - Londron: Darton, Longman and Todd evit CAFOD ha Christian Aid, 2006. ISBN 0-232-52669-9
  • Why Go to Church? The Drama of the Eucharist - Londron: Continuum, 2008. ISBN 978-0-8264-9956-1. Archbishop of Canterbury’s Lent book 2009.

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • I was hungry and you gave me food - The Tablet 264 (8856): 17. 7 a viz Eost 2010.

Lizhiri d'an Urzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Vowed to Mission (1994)
  • Jurassic Park and the Last Supper (1994)
  • The Wellspring of Hope. Study and the Annunciation of the Good News (1996)
  • The Identity of Religious Today (1996)
  • Dominican Freedom and Responsibility. Towards a Spirituality of Government (1997)
  • The Bear and the Nun : What is the Sense of Religious Life Today ! (1998)
  • The Promise of Life (1998)
  • The Rosary (1998)
  • Letter to our brothers and sisters in initial formation (1999)
  • To Praise, to Bless, to Preach. The Mission of the Dominican Family (2000)
  • The Throne of God (2000)
  • St Catherine of Siena (1347-1380) Patroness of Europe (2000)
  • The Parable of the Good Samaritan (2001)
  • A city set on a hilltop cannot be hidden. A Contemplative Life (2001)
  • Mission to a Runaway World: Future Citizens of the Kingdom (2002)