Mont d’an endalc’had

Michelangelo Buonarroti

Eus Wikipedia

Michelangelo
Buonarroti
Michelangelo Buonarroti
Poltred gant Daniele da Volterra (1544)
diwar gweenn-gañv an arzour meur

Marevezh Azginivelezh

Ganedigezh 6 a viz Meurzh 1475
Caprese Michelangelo
Marv 18 a viz C'hwevrer 1564
Roma

Broadelezh  Republik Firenze
(Hiziv : italian)

Barregezhioù
Pennañ Kizeller
Arall Livour, adeiladour, barzh

Oberennoù pennañ
Pietà (1498-1499)

David (1501-1504)
Bolz ar Chapel Sistina (1508-1512)


Michelangelo Buonarroti, a zo brudet dindan e anv bihan Michelangelo, a oa un arzour eus an Azginivelezh italian bet ganet e Caprese d'ar 6 a viz Meurzh 1475 ha marvet e Roma d'an 18 a viz C'hwevrer 1564. E Firenze e oa bet desavet met e Roma e krouas an darn vrasañ eus e oberennoù, a veze awenet a-fet stil gant re an Henamzer klasel. Gant meur a arz e pledas, evel ma oa ar c'hiz er XVIvet kantved : skulter, livour, arkitektour, barzh ha kêraozour e veze tro-ha-tro. Donezonet-dreist e oa Michelangelo, ur mailh e oa war an holl dachennoù labour-se, hag ouzhpenn da se e oa lemm e spered ha puilh e ijin. En em welout a reas evel ur c'hizeller da gentañ-penn, met e implijerien a c'houlennas livadurioù digantañ dreist-holl. Servijañ a reas meur a vestr, ar pab Jul II ha priñs lennek Firenze Lorenzo il Magnifico en o zouez.

Michelangelo n'eo ket bet ganet en un tiegezh arzourien : brientinien e oa e hendadoù, daoust ma ne oa ket gwall binvidik e dud, rak aet e oa ar stal da stalig a rummad da rummad. War a lavare Michelangelo e oa krog preñv ar c'hizellañ ennañ pa oa bihan, e ti e vagerez, lec'h ma oa « mesket al laezh gant ar boultrenn varbr », rak pikerien-vein e oa tad ha gwaz ar vagerez-se. E 1488 e krogas Michelangelo da zeskiñ ar vicher gizeller e atalier Domenico Ghirlandaio e Firenze. Hervez kont ne enebas ket e dad, daoust ma oa ul labour dorn, rak berr e oa an arc'hant gantañ, hag evel deskard e veze paeet e vab.

Da neuze e oa Firenze ur gêr birvilh enni a-fet arzoù a-drugarez mesened pinvidik. Puilh e oa an oberennoù giz nevez eno, evel da skouer an div benniliz. Diwarno e c'hallas Michelangelo studiañ gizioù mistri ar mare, evel Giotto ha Masaccio. E 1489 e voe erbedet ouzh Lorenzo de' Medici gant e vestr Ghirlandaio : mont a reas Michelangelo da studiañ da Jardin San Marco, ur skol gizellañ arc'hantet gant ar priñs. E palez ar Vedicied e kavas an arzour yaouank bod hag awen, rak pinvidik-meurbet e oa o dastumadoù. E Firenze ivez e reas anaoudegezh gant re yaouank an tiegezh Medici, evel Julius, a zeuas da vezañ prenerien goude-se.

E 1494 e rankas Michelangelo kuitaat Firenze abalamour d'an emsavadeg republikan renet gant Savonarola. E-pad bloaz e chomas e Bologna, lec'h ma c'hallas gwelet stiloù arz chomet dianav dezhañ betek-henn. Goude bezañ savet un delwenn eus Kupidon o kousket e voe pedet da Roma gant ar c'hardinal Riario e 1496. Eno e peurwellaas e arz dre studiañ dastumadoù puilh ar Vatikan, ha war ar memes tro e tapas brud e-mesk an dud a iliz. E-giz-se e voe goulennet digantañ kizellañ ur Pietà gant ur c'hardinal all, Jean Bilhères de Lagraulas e anv. Ar Pietà-se eo e bennoberenn gentañ, peurechuet e 1499 ha savet e marmor Carrara, ar seurtad marbr a implijas ar muiañ goude-se. Tammoù marmor a brenas war e anv zoken, ar pezh a ziskouez pegen bras e oa e emfiziañs.

Goude ur chomadenn e Siena e tistroas Michelangelo da Firenze e 1501. E-pad tri bloaz e labouras war un delwenn eus David. Plijout a reas kement an oberenn-se da renerien ar republik nevez ma voe staliet « il Gigante » (ar ramz) war unan eus leurgêrioù brasañ kêr. D'ar mare-se ivez e talc'has Michelangelo da grouiñ pezhioù bihanoc'h, livadurioù a-wechoù evel Tonto Doni, ur Familh Santel savet gant livioù flamm ha taolennet gant jestroù ken gwevn ha re un delwenn. Ken bras e oa brud an arzour ma voe galvet da Roma e 1505 gant Jul II, ur pab hag a felle dezhañ reiñ lufr d'ar gêr gozh en-dro. Ur mozoloeon bras-bras a felle d'ar pab lakaat sevel evitañ e penniliz Sant-Pêr. Siwazh da Vichelangelo, amzer dezhañ mont da Carrara da zibab tammoù marmor e voe nullet an oberenn gant Jul II, diwar c'houlenn arzourien avius. Abalamour da se e chomas broc'het Michelangelo ouzh ar Pab etre 1506 ha 1508.

Cheñch-dicheñch e veze urzhioù Jul II. E 1508 e c'houlennas ma vije graet un dra a-raok pep tra : livañ lein ar Chapel Sistina. Pevar bloaz e padas ar pezh labour-se, an hini brasañ graet a-viskoazh gant Michelangelo dre livañ. War-lerc'h marv Jul II, e 1513, e voe goulennet en-dro digant Michelangelo sevel ar mozoleon, unan bihanoc'h e vent eget na oa bet soñjet er penn-kentañ avat. Er memes mare e sikouras kalz al livour Sebastiano del Piombo, evit rouzañ ar bloneg da Raffaello war a lavarer.

Ur wech ouzhpenn e oa ar pab nevez eus an tiegezh Medici. Leon X, pa voe mestr war Firenze en-dro, a roas labour da Vichelangelo. Hennezh a soñjas un talbenn nevez evit penniliz San Lorenzo, ur mennozh hag a voe dilezet goude daou vloaz, abalamour ma oa re ger. Ul labour all a voe fiziet ennañ, er memes iliz atav : ar Sagrestia Nuova, ur chapel-vez evit ar Vedicied. Betek 1534 e labouras warni, hep seveniñ penn-da-benn ar pezh en doa empentet da gentañ.

E 1527 e chomas Michelangelo e Firenze goude an emsavadeg enep Alessandro de' Medici. Pa oa savet an arzour a-du gant ar gouarnamant republikan e voe anvet da rener an difennoù, hag eñ da studiañ a-zevri an tem-se. Pa voe kemeret kêr gant ar Vedicied en-dro, e miz Eost 1530, ez eas Michelangelo da Venezia d'an harlu. Pardonet e voe gant Klemañs VII memes tra, abalamour ma felle d'ar pab nevez ober traoù e Firenze : sevel ul levraoueg nevez stag ouzh penniliz San Lorenzo (Biblioteca Medicea Laurenziana) ha peurechuiñ enni ar Sagrestia Nuova ha mozoleon Jul II.

E 1532 e reas Michelangelo e annez evit mat e Roma, da gentañ abalamour da livañ mogerioù kostez ar Chapel Sistina, diwar c'houlenn Klemañs VII. Ur voger hepken a voe livet en diwezh gant taolenn ar Varn Diwezhañ. Lod tud a iliz a voe displijet bras gant an doare modern da skeudenniñ Jezuz hag ar Sent, hag int da c'houlenn kemmañ an oberenn ha kuzhat o c'hevrennoù. Gant ar pab nevez Paol III e voe anvet Michelangelo da livour, skultour hag arkitektour palez ar Vatikan. E 1542 e fellas d'ar pab kinklañ e chapel dezhañ (cappella Paolina) : div freskenn a voe livet gant Michelangelo, koñversion Sant Paol ha merzherenti Sant Paol, hi echuet e 1550. E 1545 e oa deuet da benn eus bez Jul II, ur monumant-eñvor seizh delwenn ennañ a-benn ar fin.

Adalek 1546 ha betek e varv e 1564 e kavas gwelloc'h Michelangelo plediñ gant an arkitektouriezh : plasenn ar C'hapitol e 1552, talbenn ha porzh palez Farnese etre 1547 ha 1550, dor Pia e 1560 ha, dreist-holl, penniliz Sant Pêr, a voe empentet tamm-ha-tamm gantañ, hep sevel un tres hollek gwech ebet. War e lerc'h e voe renet ha kemmet al labourioù war an iliz-se gant Carlo Maderno er XVIIvet kantved. Goude ma ne oa ket plijet dezhañ ur vuhezskrid savet diwar e benn e 1550 e kenlabouras Michelangelo gant Ascanio Condivi evit skrivañ unan nevez, deuet er-maez e 1553. Derc'hel a rae ivez da labourat war al levraoueg Laurenziana ha d'en em soñjal war ur stumm nevez eus bolz penniliz Sant Pêr.

Adalek 1550 e labouras Michelangelo war div Bietà. Ne oa ket peurechu an eil (Pietà Rondanini) pa'z eas da Anaon e miz C'hwevrer 1564 d'an oad a 89 bloaz. Pennoù Firenze a lakaas degas e gorf-marv hag aozañ lidoù-kañv war an ton bras. E penniliz Santa Croce e voe douaret Michelangelo dindan ur monumant-kañv divent hag a voe savet dindan Giorgio Vasari e-pad 14 vloaz.

Pennoberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eus e labourioù a seller outo evel pennoberennoù eus an Azginivelezh, en o zouez delwennoù marmor :

Michelangelo ne oa ket en e dregont vloaz c'hoazh pa reas an div statu gentañ-se. E Roma e oa e barr e arz war bep dachenn, rak er Chapel Sistina emañ e ziv bennoberenn livet :

  • an taolennoù eus ar C'heneliezh a ya d'ober he solier (savet etre 1508 ha 1512) ;
  • Ar Varn ziwezhañ, ouzh moger hec'h aoter (savet etre 1536 ha 1541).

Gant Michelangelo ivez eo bet empentet bolz penniliz Sant-Pêr.

Michelangelo a oa bras e vrud en e amzer c'hoazh. Buan eo bet kontet da vezañ unan eus an arzourien vrasañ a oa bet a-viskoazh. Gant an arzourien all, gant ar re zesket koulz ha gant ar mestroù e veze kanet meuleudi dezhañ. Levrioù zo bet skrivet diwar e benn, hag eñ bev c'hoazh, ar pezh a oa digustum evit un arzour d'ar mare-se. Il Divino a veze graet anezhañ gant lod, ha terribilità eus e labour – rak sebezañ a rae ar sellerien dirak e oberennoù leun a vuhez, ha spontañ zoken, ken kaer ha realour e oant.

Michelangelo zo bet bras-bras e levezon war an arzoù en Europa ar C'hôrnog, ken bras hag hini Leonardo da Vinci, a oa o vevañ er memes koulz. Kemenn a ra e labour an arz barok da zont. Ur maread arzourien o deus kemeret skouer war oberennoù Michelangelo : re al luskad manieregour, da skouer, o deus klasket eveltañ skeiñ kreñv spered ar sellerien dre sevel delwennoù ha livadurioù eztaolus.

Anavezet mat eo labour Michelangelo, abalamour ma'z eus chomet kalz dielloù war e lerc'h, a zo bet studiet pizh abaoe : lizheroù, levrioù, tresadennoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.