Lorenzo il Magnifico
Lorenzo de' Medici, a lavarer anezhañ Lorenzo il Magnifico (Laorañs ar Meurdezus) ivez, a oa ul lenneg hag un diplomat eus Firenze, ganet er gêr-se d'an 1 a viz Genver 1449 ha marvet eno d'an 8 a viz Ebrel 1492, a renas kêr Firenze e dibenn ar XVvet kantved.
- Natura non produrrà mai più un simile uomo, Caterina Sforza.
- Quant'è bella giovinezza,
Che si fugge tuttavia!
Chi vuol essere lieto, sia:
Di doman non c'è certezza.
Lorenzo de' Medici, Canti Carnascialeschi, Canzona di Bacco.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niz e oa da g-Cosimo de' Medici, a veze graet il Vecchio anezhañ hag a oa diazezer an dierniezh Medici. Mab e oa da Piero di Cosimo de' Medici ha da Lucrezia Tornabuoni. A-raok dezhañ sammañ war e chouk renerezh kêr Firenze en doa bet tro da ziskouez e ampartiz evel diplomat da geñver kannadiezhioù da Napoli, Roma pe Venezia.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1468, gras d'e vamm Lucrezia Tornabuoni, e voe dimezet da Clarice Orsini. Er bloaz war-lerc'h e voe graet an eured. Tri mab o doe (Piero, Giovanni (a voe pab Leon X), Giuliano) ha peder merc'h ( Lucrezia, Maddalena, Luisa ha Contessina).
Ar c'hentañ Medici e voe da zimeziñ d'ur plac'h eus an noblañs. Evel-se e voe skoulmet un emglev etre an tiegezhioù Medici hag Orsini a vo an alc'hwez a zigoro an nor da limestra ar gwiskamant kardinal d'e vab Giovanni.
Pa varvas e dad e 1469, hag eñ 20 vloaz a boan, e kemeras ar galloud e Firenze, a-gevret gant e vreur Giuliano.
Giuliano a laoskas buan ar renerezh gant e vreur henañ, gouestoc'h egetañ. Etre 1469 ha 1472 e reas un adaozañ da ensavadurioù ar stad evit kompezañ an tabutoù a save etre an tiegezhioù uhel ha dont a reas da vout an hanterour meur evit diskoulmañ ar c'hudennoù a save en aferioù a diegezh. Gant daskemmoù bihan ee bonreizh ar gumun e kadarnaas e c'halloud hep koll asant ar bobl.
Irienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude mougañ emsavadegoù Prato ha Volterra, e-pad dek vloaz kentañ e ren, e rankas ar vreudeur Medici talañ ouzh tagadennoù deuet eus an tiegezhioù bras all, ha da gentañ-penn hini an tiegezh Pazzi, a voe e penn an irienn anavezet evel Irienn ar Re Pazzi, aozet da lazhañ ar vreudeur.
D'ar 26 a viz Ebrel 1478, p'edont o selaou an oferenn en iliz-veur Firenze e voe arsailhet an daou vreur. Giuliano a voe lazhet gant ar goprklezeour Bandini, ha Lorenzo, gloazet a-boan, a deuas a-benn da gavout repu er sakristiri, gant skoazell mignoned, en o zouez Poliziano. Lorenzo a oa dic'hloaz ha divac'hagn a roas urzh da grougañ an iriennerien ouzh prenester e balez.
Lenneien hag arzourien a gave un den brokus, speredek ha degemerus, ma voe lesanvet Magnifico. E-touez an dud a zeskadurezh a zaremprede e lez e oa : Pico della Mirandola, Marsilio Ficino, Angelo Poliziano ha Luigi Pulci.
Gwellañ livourien an amzer Antonio Pollaiolo, Filippino Lippi ha Sandro Botticelli, a labouras evitañ, hag ivez ar c'hizeller Andrea del Verrocchio hag an tisavour Giuliano da Sangallo.
E bloavezhioù diwezhañ e vuhez avat e troas trenk an traoù gant Girolamo Savonarola a damalle dezhañ breinañ republik kristen Firenze gant an arz hag an doareoù-bevañ pagan.
Lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eurediñ a reas, d'ar 4 a viz Mezheven 1469, da Clarice Orsini ha nav bugel o devoe. Darn anezho a voe bras o levezon en istor Firenze ha hini Italia an Azginivelezh.
Anv | Ganet er bloavezh | Marvet er bloavezh | Evezhiadenn |
---|---|---|---|
Lucrezia | 1470 | 1553 | Pried da Jacopo Salviati |
Daou c'hevell dizanv | 1471 | 1471 | Marvet nebeudik goude bout ganet |
Piero | 1472 | 1503 | Aotrou e Firenze, pried da Alfonsina Orsini |
Maddalena | 1473 | 1528 | Pried da Franceschetto Cybo |
Giovanni | 1475 | 1521 | Kardinal, ha pab Leon X |
Luisa | 1477 | 1488 | Pried e oa da vezañ da Giovanni il Popolano, mervel a eure en-krennardenn |
Contessina | 1478 | 1515 | Pried da Piero Ridolfi |
Giuliano | 1479 | 1516 | Dug Nemours, pried da Filiberta di Savoia |