Lucrezia Tornabuoni
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask

Poltred Lucrezia Tornabuoni, a greder emañ diwar zorn Domenico Ghirlandaio, National Gallery Washington D.C..

Domenico Ghirlandaio, teir itron, munud eus Ganidigezh ar Badezour , Cappella Tornabuoni, Santa Maria Novella, Firenze (Lucrezia, c'hoar da Giovanni Tornabuoni, eo ar goshañ en tu dehoù).
Lucrezia Tornabuoni a oa ganet e Firenze en 1425 ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1482, a oa pried Piero di Cosimo de' Medici, ha mamm Lorenzo de' Medici. Dre ma oa merc'h da Francesco Tornabuoni, un ozhac'h a ouenn uhel e Firenze, e roas tro d'an tiegezh Medici da dostaat ouzh an noblañs.
Barzhez italianek e oa ivez. Mignonez e oa da dud evel Luigi Pulci pe Agnolo Poliziano.
Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas da Biero, mab da Cosimo de' Medici, e 1444, un den nav bloaz koshoc'h egeti, speredek ha troet gant an arzoù hag ar sevenadur. An tiegezh Tornabuoni en doa harpet Cosimo da zistreiñ da Firenze eus e harlu, hag un arouez eus an emglev etre an daou diegezh e oa an dimeziñ-se.
Anv | Manet | Marvet | Notenn |
---|---|---|---|
Maria | 1445 | 1472 | Dimezet da Leonetto de' Rossi |
Bianca | 1446 | 1488 | Dimezet da Guglielmo de' Pazzi |
Lucrezia detta Nannina | 1447 | 1493 | Dimezet da Bernardo Rucellai |
Lorenzo lesanvet “il Magnifico | 1449 | 1492 | Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini |
Giuliano | 1453 | 1478 | Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemañs VII |
Ur mab | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Ur mab all | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Giovanni | Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici |