Fioretta Gorini

Eus Wikipedia
Sandro Botticelli, Poltred Giuliano de' Medici, graet prestik goude e varv, diwar ur maskl kañvoù.
Plakenn er Borgo Pinti e Firenze da eñvoriñ ganedigezh Giulio de' Medici (fazi en deiziad avat)

Fioretta Gorini, pe Fioretta del Cittadino (Firenze, XVvet kantved – Firenze, XVvet kantved) a oa serc'h da Giuliano de' Medici, ha mamm da Giulio de' Medici, a deuas da vout ar pab Klemañs VII. Merc'h e oa da Antonio Gorini. Ur berranv eo Fioretta, deuet diwar Antonia pe Antonietta.

Genel he mab Giulio a reas d'ar 26 a viz Mae 1478, goude muntret e dad Giuliano en Irienn ar Re Pazzi.

En arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lavaret e veze e oa Fiore a weled er Ritratto di giovane donna, taolenn graet e 1475 gant Sandro Botticelli , war ziskouez er Palazzo Pitti, met n'eo ket hi an hini eo (marteze Simonetta Vespucci, Clarice Orsini, Alfonsina Orsini pe Lucrezia Tornabuoni).
  • Marteze eo hi ar vaouez kizellet en Dama col mazzolino e 1475 gant Andrea del Verrocchio, diskouezet er Museo Nazionale del Bargello.