Bianca de' Medici
Bianca de' Medici (Firenze 1445 – 1505) a oa merc'h da Piero di Cosimo de' Medici, lesanvet il Gottoso, ha Lucrezia Tornabuoni; c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico ha Giuliano de' Medici e oa eta.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe e 1458 da Guglielmo de' Pazzi, eus un tiegezh uhel e Firenze. Tapet e voe Guglielmo, e 1478, en Irienn ar Re Pazzi, a-enep e vreudeur-gaer, Lorenzo ha Giuliano, met ne gemeras perzh ebet. Dre Vianca eo e c'hallas he zad-kaer, Francesco de' Pazzi, hag e vreur Jacopo de' Pazzi, klask ober o zaol dre ziv wech. Da gentañ da verenn e kenkiz Fiesole, met dihet e oa Giuliano ha ne deuas ket, ha ne voe graet netra. En deiz war-lerc'h avat, Sul Fask anezhi, e voe c'hoariet gant ar c'hontilli en iliz-veur Santa Maria del Fiore.
Giuliano a voe lazhet, Lorenzo a chomas bev, ha kriz e voe e zial.
Harluet e voe Guglielmo ha Bianca, goude ma n'o devoa ket kemeret perzh.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]15 bugel he doe. Eus ar re ganet en harlu n'ouzer ket nemeur a dra.
- Giovanna, dimezet da Tommaso Monaldi e 1471
- Contessina, dimezet da Giuliano Salviati e 1476
- Antonio (1462-1528), kannad, politikour, Gonfaloniere di Giustizia e 1521
- Antonio (1460) marvet en bugelig
- Alessandra, dimezet da Bartolomeo Buondelmonti e 1486
- Cosimo (1466-1513) Arcivescovo di Firenze adal 1508 betek e varv
- Piero (1468) marvet en bugelig
- Cosa, dimezet da Francesco di Luca Capponi
- Renato
- Lorenzo
- Luigia, dimezet da Folco di Edoardo Portinari e 1494
- Maddalena, dimezet da Ormanozzo Deti e 1497
- Alessandro (1483-1530), diplomat, lenneg, troet gant ar gregach
- Lucrezia, dimezet da un Cattani de Diacceto ha goude da ur Martelli (1500)
- Giuliano (1486-1517), doktor war al lezenn, abad ha chaloni er Metropolitana di Firenze
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou boltred a enever anezhi pa oa yaouankik:
- unan gant Benozzo Gozzoli e Chapel ar Rouaned (Capella dei Magi) er Palez Medici Riccardi, ma he gweler war varc'h gant he div c'hoar, gwisket en paotred,
- unan all gant Sandro Boticelli, er Virgen del Magnificat ma vije hi en ael o kurunenniñ e vamm, ar Werc'hez war a seblant.