Lucrezia di Lorenzo de' Medici
Neuz
Ur pennad Lucrezia de' Medici zo ivez.
Lucrezia di Lorenzo de' Medici, ganet e Firenze d'ar 4 a viz Eost 1470 ha marvet etre an 10 hag ar 15 a viz Du 1553 a oa merc'h henañ Lorenzo de' Medici, mestr Firenze, ha Clarice Orsini.
He foltred en bugelig eo Mabig Jezuz ar Madonna del Magnificat gant Sandro Botticelli.
Dimeziñ ha bugale.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe d'an 10 a viz Gwengolo 1486 da Jacopo Salviati.
Eus ar Salviati-se he doa dek bugel, ha darn anezho tud a bouez en istor an azginivelezh italian:
- Giovanni Salviati (Firenze, 1490 - Ravenna, 1553), kardinal
- Lorenzo Salviati (Firenze, 1492 - Ferrara, 1539), senedour
- Piero Salviati, noblañs
- Elena Salviati (Firenze, war-dro 1495 - Genova, 1552), a zimezas d'ar Markiz Pallavicino Pallavicino da gentañ, d'ar priñs Jacopo V d'Appiano d'Aragona goude;
- Battista Salviati (1498-1524)
- Maria Salviati (1499-1543) a zimezas da Giovanni dalle Bande Nere, ha gant an dimeziñ-se e voe unanet daou skour eus an tiegezh Medici,
- Luisa Salviati, a zimezas da Sigismondo de Luna e Peralta
- Francesca Salviati, a zimezas da Piero Gualterotti da gentañ ha diwezhatoc'h e 1533 da Ottaviano de' Medici; mamm e voe d'ar pab Leon XI
- Bernardo Salviati (Firenze, 1492 - Roma, 1568), kardinal
- Alamanno (1510-1571), noblañs.