Madonna del Magnificat
Neuz
Madonna del Magnificat zo anv ul livadur gant Sandro Botticelli, e 1481. Hiriv emañ en Uffizi, e Firenze.
Al livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud uhel e vije an dud poltredet:
- Nannina de' Medici e vije an ael o terc'hel ar gurunenn en tu dehoù,
- Lucrezia di Lorenzo de' Medici e vije ar bugel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'anavezer ket istor an daolenn. Prenet e voe gant an Uffizi en 1785 digant Ottavio Magherini. Dont a c'hallfe eus ar manatioù niverus a voe klozet gant an arc'hdug Pietro Leopoldo. Kredet e voe e teue eus iliz San Francesco al Monte, diwar ur meneg gant Vasari ha Bocchi, met ne glot ket gant an deskrivadur.
Meur a eillivadur zo eus an daolenn, en o zouez hini al Louvre, ha hini al Levraoueg Pierpont Morgan en New York.