Mont d’an endalc’had

Alfonsina Orsini

Eus Wikipedia
Poltred ur vaouez yaouank, marteze hini Alfonsina Orsini war-dro 1485, ha marteze diwar zorn Sandro Botticelli.

Alfonsina Orsini (1472 – 7 a viz C'hwevrer 1520) a oa ur briñsez italian, merc'h da Roberto Orsini, kont Pacentro ha Tagliacozzo, ha da Caterina Sanseverino.

Ganet e oa Alfonsina Orsini e 1472, ha savet e voe e lez ar roue Ferdinando Iañ Naplez. En 1486 e voe aozet he dimeziñ da Piero di Lorenzo de' Medici gant he eontr Bernardo Rucellai. En C'hwevrer 1488 e voe graet an eured en Roma dirak ar roue Ferdinando hag e bried Janed Aragon. 12000 dugad a zegase en argouroù. Erruout a reas e Firenze e Mae 1488. Itron Firenze e voe adal 1492, e-pad daou vloaz, a-rok rankout mont da Roma.

Pried ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Piero di Lorenzo de' Medici, lesanvet Piero il Fatuo, rener Firenze, e 1498. Pevar bugel o doe:

Gouarn a reas Republik Firenze eus 1515 da 1519. Harluet e voe pa voe kemeret kêr gant arme c'hall Charlez VIII.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) TOMAS Natalie R. : The Medici Women: Gender and Power in Renaissance Florence (Women and Gender in the Early Modern World), Routledge, 2003 (ISBN 978-0-7546-0777-9)