Filippino Lippi
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Filippino Lippi (Prato, 1457 - Firenze, 1504) zo ul livour italian eus skol Firenze da vare an Azginivelezh italian.
Mab e oa da Fra Filippo Lippi, ur manac'h livour, ha da Lucrezia Buti, ul leanez hag a voe skrapet gantañ hag a veze poltredet gantañ.
E 1475 ez eas da zeskiñ ar vicher gant Sandro Botticelli, hag a oa bet o teskiñ gant tad Filippino.
Buan e reas berzh.