Luisa de' Medici
Neuz
Luisa de' Medici, pe Luigia (Firenze, 1477 – 1488), a oa seizhvet bugel Lorenzo de' Medici ha Clarice Orsini, hag o zrede merc'h. Badezet e voe e miz Genver 1477 hag anvet Luisa Contessina Romola.
Dleet e oa dezhi dimeziñ d'he c'henderv pell-kar Giovanni di Pierfrancesco de' Medici, lesanvet Il popolano, met mervel a eure da unnek vloaz.
Marteze eo eviti hag he fried da zont e voe graet an daolenn vras Pallade che doma il centauro (Pallas o toñvaat an den-marc'h) gant Sandro Botticelli.