Mont d’an endalc’had

Pallas o toñvaat an den-marc'h

Eus Wikipedia
Pallas o toñvaat an den-marc'h
Sandro Botticelli, war-dro 1482-1483
Tempera war lien
207 × 148 cm
Uffizi
Firenze
Italia

Pallas o toñvaat an den-marc'h (Pallade che doma il centauro hervez an titl orin italianek), zo un daolenn, anezhi un oberenn gant tempera war lien, diwar zorn Sandro Botticelli, graet er bloavezhioù 1482-83, anezhi un alegorienn eus ar briedelezh.
E Mirdi an Ofisoù, e Firenze, emañ an daolenn war ziskouez.

Urzhiet e voe digant Botticelli gant Lorenzo de' Medici, priñs kêr Firenze. Un « daolenn-eured » e oa a-benn eured e genderv Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici, lesanvet il Popolano, gant Semiramide Appiano. Hervez ur renabl eus 1499 (kavet en 1975), e oa an daolenn e-touez taolennoù ar Villa Medicea di Castello.


Tresadenn da brientiñ al livadur, gant Botticelli.