Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Michelangelo Buonarroti

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat, Petra a dalv ar ger rakvarr na gavan e geriadur ebet ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 07:53 (UTC)[respont]

Rak + marr ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2014 da 09:00 (UTC)[respont]
Kompren a ran : rak + barr ≈ prémices ? Po'low (kaozeal) 13 Mae 2014 da 09:23 (UTC)[respont]
Ganin e oa bet lakaet ar ger-se d'an 9/11/13 ; kement ha stumm anv-kadarn "rak + barr (udb)" e talvez evidon, diwar dielloù ma studioù brezhonek.
Furchet em eus ma geriadurioù, hag e hini Martial Ménard emañ, evit prémisse, hep resisaat ar ster avat : deroù un tribarr (syllogisme) / ur fed en deus heuliadoù.
Mat e klot an eil ster gant ar pezh a c'hoarvezas, ha savet-mat eo ar ger brezhonek – "kent barr (ar barok)" neuze, met un tamm re resis eo moarvat evit an darn vuiañ eus al lennerion (siwazh).
Ne c'haller ket ober gant "deroù" end-eeun, rak diwir e vefe ent-istorel ; re lennegel eo "preveudi" (prémices), na vefe ket intentet ivez (siwazh adarre).
Tu zo da skrivañ ur bomm evel : "Un diaraoger d'an arz barok e voe dre e labour" pe : "Kemenn donedigezh an arz barok a reas dre e labour".
"Rakskeudenniñ a ra e oberenn an arzh barok" e oa ar stumm kent, ar pezh a gavan diampart a-walc'h.
Ne 'm eus kemmet tra ebet er pennad. — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 10:03 (UTC)[respont]
N'on ket evit kompren abalamour da betra e oa bet divizet ganeoc'h ober gant ur ger ha ne gaver e geriadur ebet, nemet hini Martial Ménard, respet deoc'h ! Petra a vo graet gant al lennerien n'emañ ket ar geriadur-mañ en o c'herz ? Petra eo pal ar jeu amañ : sevel tamm-ha-tamm un holloueziadur digor d'an holl ? kreskiñ gwerzhioù geriadur Martial Ménard ? kemer e blijadur e-unan-penn oc'h implijout gerioù ken ral ha blev war glopenn Yul Brynner (ra vin digarezet gantañ...) ? Sur a-walc'h e oa tu da sevel ur frazenn kalz eeunoc'h eget an hini a gaver evit poent ; amañ emañ pinvidigezh vras hon yezh : displegañ an traoù en un doare eeun evit ma vint komprenet d'an holl. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 11:29 (UTC)[respont]
  • Abalamour ma 'z eus eus ar ger em eus graet gantañ ; evel am boa skrivet e lec'h arall, ne ijinan ket gerioù evit ar pennadoù ; mar befe ret implijout gerioù a gaver e forzh pe c'heriadur hepken e c'hallfe TermOfis serriñ ar stal. Bras eo c'hoazh listennad ar gerioù a vank e brezhoneg, evel a verzan pa labouran war pennadoù arbennik.
  • N'emañ ket DFBMM en o c'herz ? Ne oa ket deuet er gouloù pa 'm boa desket ar ger-se, evel am eus displeget, ha n'on ket breizhat. Mard emañ en ur geriadur brezhonek en e gaver e lec'h arall, evel ur bern gerioù brezhonek (pe e yezhoù arall).
  • Bout digor d'an holl ha resis evel pep holloueziadur arall evit ma ne chomfe ket an dud en entremar, a hañvalit disoñjal. Bout digor d'an dud desket ivez eo bout digor d'an holl ; an darn vrasañ eus bachelourion Diwan a oar gwelloc'h brezhoneg eget o zud, evel e forzh pe yezh : pal ar gelenadurezh eo, e brezhoneg evel er yezhoù arall.
  • Marteze e vije ret bout gouest da gompren ar pezh am boa skrivet a-uc'h kent dont da ober goap ouzhin en abeg d'ur ger hepken na anavezec'h ket.
  • Adlennit ar pezh am boa skrivet amañ a-uc'h, me ho ped : div frazenn a ginnigan evit erlerc'hiañ ouzh "rakvarr".
  • Eeunoc'h eget "rakvarr" n'eus ket en degouezh-mañ, pa ranker ober gant frazennoù klok e-lec'h ar ger.
  • E lec'h arall ivez emañ pinvidigezh ho yezh : en he resisted, dres a-walc'h, a-drugarez d'he framm ; evel e pep yezh ez eus meur a live enni hervez live ar skriverion ha hini al lennerion.
Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 12:45 (UTC)[respont]

Arabat mont re bell ganti : N'on ket breizhat? N'eo ket ret kontañ gevier d'an dud. Ret eo ober ar roll anezho? Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2014 da 12:58 (UTC)[respont]

N'on ket breizhat, nann. Ma zud T42N24T ha Siubhán McGunn kennebeut, petra bennak ma ouzont un tamm mat a vrezhoneg, e-kichen meur a yezh arall. Drezo em eus desket brezhoneg en deroù, p'o deus divizet en em staliañ e Breizh. Tamazigteg am bije desket e Maroko, hep mar, pa vez atav gwelloc'h gouzout yezh wirion ar vro m'emaer o vevañ.
Grit ar roll a fello deoc'h, tanfoeltr ne ran, ul listennad gevier bet goveliet ganeoc'h e vo. Aner eo ma zagañ, evel oc'h boas da ober gant implijerion arall – ma zud en o zouez – pa ne 'm eus kont ebet da zaskor deoc'h. Evit lennerion Wikipedia e labouran, hag evit deskiñ c'hoazh ; n'eo nag evidoc'h na diwar ho skouer. — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 14:23 (UTC)[respont]

Ne welan ket abalamour da betra e rit meneg eus TermOfis amañ ????
N'ouzon dare petra a dalv DFBMM ha ne vin ket evit respont deoc'h 'ta.
an darn vrasañ eus bachelourion Diwan a oar gwelloc'h brezhoneg eget o zud : biskoazh kemend-all ! da nebeutañ ez on chomet bev da gaout tro da lenn ar seurt siklezon !
Panevet ar paourkaezh Yul Brynner n'em eus ket klasket ober goap ouzh den ebet ! Gwir eo n'anavezen ket ar ger rakvarr tamm ebet ha n'em bije ket graet gantañ e mod ebet ha pa'm bije kavet anezhañ : gwelloc'h e vije bet ganin sevel ur frazenn all, komprenus d'an holl, kuit da ziskouez ur ouiziegezh n'em boa ket.
- Petra eo se, eme an oan ? - Ma benveg chaokadenn, a respont ar bleiz a-raok lonkañ al loenig en e c'heol...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 13:40 (UTC)[respont]
  • TermOfis : setu perak.
  • DFBMM = Dictionnaire Français-Breton Martial Ménard ; un doare klasel da venegiñ daveoù anavezet eo.
  • Anaout a ran meur a vachelour(ez) Diwan a zeskfe un dra pe zaou deoc'h, sur ha n'eo ket marteze. Brezhonegerion yaouank a-vihanik anezho, aet pelloc'h eget yezh ar saout a glever war ar radioioù brezhonek pe a lenner er journal.
  • "kemer e blijadur e-unan-penn oc'h implijout gerioù ken ral ha blev war glopenn Yul Brynner" : grit "braller" ac'hanon diouzhtu, komprenus d'an holl e vefe (komprenadus eo ar ger reizh ; "komprenus" = compréhensif).
  • Den ne rebech deoc'h na anaout ger pe c'her ; pep unan a skriv diouzh e zoare hag e varregezh ; n'on ket eus ar re varrekañ, met lous eo goulakaat e klaskan "diskouez ur ouiziegezh n'em boa ket" : ne 'm bije ket implijet ur ger na gomprenen ket. — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 14:23 (UTC)[respont]
Manit difrom, mar plij ganeoc'h !
Petra 'dalv braller ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 14:30 (UTC)[respont]
Kavout a ra din ez eo gwall cheuc'h lakaat war wel fazioù graet gant un implijer all evel m'emaoc'h o paouez ober gant komprenus/komprenadus. N'em bije ket kredet ober kemend-all daoust deoc'h bezañ skrivet kelenadurezh gant un n hepken... Porzh ar vugale, 'm eus aon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 14:46 (UTC)[respont]
Trawalc'h bremañ ; n'on ket bet ganet en ur ribod ivez. N'hallit ket ober van da zigareziñ war-lerc'h ar pezh emaoc'h o paouez skrivañ. Ne vrall ket heson ho kleier aotrou Sad Edgar, na tost ! Ne zegemeran ket mat ho tigarezioù.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Mae 2014 da 17:33 (UTC)[respont]

Ma, trawalc'h, bremañ ! Me zo bet lakaet da vraller ganeoc'h, pa skrivit e kemeran ma flijadur ma-unan-penn, ha hegarat a-walc'h on bet evit goulenn ho tigarez goude bout reizhet ur fazi bet graet ganeoc'h ivez. Primoc'h oc'h o kas tabut eget o lenn pizh ar pezh a zo skrivet dirak ho taoulagad, war a hañval. — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 21:59 (UTC)[respont]

C'hwezhet-mat oc'h aotrou Sad Edgar, fidamdoue ! N'ouzon dare hag emañ ar wirionez gant Bianchi-Bihan pe get met, deiz pe zeiz, e vo anavezet, sur ha n'eo ket marteze. Gant na vo ket diskoachet ar voualc'h war he neizh ha diskuliet ho poa pentet lern d'an holl amañ...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Mae 2014 da 07:14 (UTC)[respont]

Paouez da gontañ bidennoù d'an dud, Edgar : gouzout a reer a-walc'h out ar memes den hag ar Yoael ha T42N24T ha Siubhán McGunn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2014 da 14:37 (UTC)[respont]

"Edgar", "ar Yoael"... Emañ "ar C'hi-bihan" o razailhat adarre en ur randoniñ... Pour e-lec'h triñchin a roit din pa 'm lakait e-par ez-Wikipediourion a-seurt gant T42N24T ha Siubhán McGunn e gwirionez. Trugarez deoc'h, evit ur wech ! — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 16:34 (UTC)[respont]
Razailhat a ouie ober an hini a veze o louzañ an dud amañ n'eus ket pell hag oc'h ober faskourien anezho. Ma ne vefes ket gwarezet e vefe bet serret da gont dit e-pad ur pennad, anat d'an holl. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2014 da 17:35 (UTC)[respont]

Displijus eo doareoù Bianchi-Bihan pa zedalvont da Vianchi-Bihan, hañ ? An "dourer douret", kea ! Kendalc'hit gant ho randon bepred, ne vern.
Me, gwarezet ? Kentañ keloù ! Ma, mar befe serret ma c'hont da viken evel hini Meven – dre ho kwall ha diwar ho koulenn – e tigorfen unan arall raktal pa ouzon ervat diwar-benn "IP@", "trace route", "MAC@" hag arall. Pouezusoc'h eo magañ Wikipedia eget koll amzer en abeg d'ho toareoù, "anat d'an holl" ! — Sad Edgar (kaozeal) 13 Mae 2014 da 21:59 (UTC)[respont]

Me n'em eus ket taolet da zen e oa ur faskour, evel ac'h eus-te graet hep en em zigareziñ. E nep wikipedia ne c'haller ober kemend-all hep kastiz. Pa lavarez eo "pouezusoc'h magañ wikipedia eget koll amzer" n'eo ket ar soñj-se a oa ganit pa oas o skeiñ da deil dindan an anv Yoael. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 Mae 2014 da 22:16 (UTC)[respont]

Rakvarr, prémices, prémisse

[kemmañ ar vammenn]

Unan bennak amañ a vesk

  • prémices (rakfrouezh, pe frouezh kentañ ar parkeier pe ar spered, pe ragefed)
  • ha prémisse (elfennoù un arguzenn anvet "syllogysme" ), am eus aon.

Ar ger rakvarr a seblant mil bell diouzh an eil (ar frouezh) hag egile ( ar "syllogisme"): Michelangelo ne oa na fouezh na trederenn ur "syllogysme" ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 08:12 (UTC)[respont]

Barr ha tribarr

[kemmañ ar vammenn]
  1. Kemeromp ar ger syllogisme adarre, a zo tribarr gant Edgar, diwar geriadur MM (marteze diwar ur pennad bennak gant Edgar tu bennak, dindan un anv all). Un dra zo sur: labour Michelangelo Buonarroti n'eo ket un tribarr, nag UR barr eus an tri... Barr an arz e c'hall bezañ, met un ali personel e vefe ha n'emañ ket e lec'h er wikipedia.
  2. perak tribarr, ha n'eo ket pevarbarr? Seblantout a ra bezañ evel unan eus treid an trebez. Me gred (ra vin dislaret ma fazian) eo abalamour d'an tri foent, pe teir arguzenn zo en ur syllogisme (prouvidigezh, e geriadur FF) .
  3. kemeromp goude ar ger rakvarr, a vefe, eme Edgar, rak + barr. Goulenn : petra eo ar barroù-se e-barzh an tribarr? Hag ar rakvarr eo ar pevare anezho? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mae 2014 da 13:41 (UTC)[respont]