Mont d’an endalc’had

Frañsez III (dug Breizh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frañsez III a Vreizh)
Frañsez III en bugel
Ardamezioù Frañsez III, dug Breizh
E vreur Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant Corneille de Lyon.

Frañsez Bro-C'hall, ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1518 e kastell Amboise ha marvet d'an 10 a viz Eost 1536 e kastell Tournon, a oa mab henañ Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh ha dugez Breizh a-berzh he mamm. Daofin Bro-C'hall e oa eta, ha dug Breizh dindan an anv a Frañsez III.

Badezet e voe en Amboise d'ar 25 a viz Ebrel 1519. Daofin Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e 1518. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e 1524.

E 1525 e voe trec'het e dad en emgann Pavia, ha priziniet e voe gant e enebour bras Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. En em zaskor a rejont war harzoù Frañs-Spagn d'ar 15 a viz Meurzh 1526.

Pevar bloaz e chomas an daou vreur prizoniet e Spagn e-lec'h o zad, adalek 1526, goude sinet Peoc'h an Itronezed, betek 1530. Eus eno, a lavarer, e teuas gantañ ar c'hiz da wiskañ dilhad du.

D'ar 14 a viz Eost 1532 e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e Roazhon gant an eskob Eozen Maeeuc. Neuze e kuitaas urzh Sant Mikael (gall) hag e voe degemeret en Urzh an Erminig. E le a embannas e galleg hag e brezhoneg. Nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.

Ur serc'h en doe d'e 17 vloaz : un dimezell de l'Estrange, an hini nemeti, a greder.

Mervel a reas Frañsez III e 1536 e kastell Tournon, abalamour, a lavarer, en devoa evet ur banne dour, war-lerc'h ur c'hoariadenn tripod gant e sekretour, ar c'hont Montecuccolli.
Unnek vloaz a-raok e dad. 18 vloaz e oa, dizimez ha divugel. Kredet e voe e oa bet kontammet.
Tamallet e voe Montecuccoli, sekretour an Daofin, an hini en devoa roet ar banne dour, da vezañ e servij Karl V. Ha meur a seurt ampoezon a voe kavet en e lojeiz pa voe furchet. Goude bezañ bet jahinet ec'h anzavas en doa lazhet an dug. Prosez a voe graet e Lyon ha kondaonet ar c'hont da vout drailhet e tammoù, evel a veze graet d'al lazherien-roue.

Hiziv e soñjer e varvas an dug gant an droug-skevent, tapet e karc'har Madrid. Douaret e voe e penniliz Saint-Denis. Hervez an istorourien e voe ur c'holl bras, dre ma hañvale bezañ ampartoc'h eget e vreur Herri, a voe roue Bro-C'hall, ha dug Breizh war e lerc'h, d'ober ar vicher.