Mont d’an endalc’had

Bara

Eus Wikipedia
Bara a bep seurt
Torzh 1.6 kg a c'haller mirout eizhtez hervez ar baraer
Tres ur varaenn bet kavet e dismantroù Pompei

Ar bara zo boued graet gant bleud, holen, dour ha goell a vesker da fardañ un toaz a boazher en ur forn. Ar c'hreun reer eus gorre ar bara, a vez kras ha kalet a-walc'h, hag ar minvig a reer eus an diabarzh, a zo blot.

Boued diazez meur a gumuniezh war an Douar eo ar bara, hag unan eus ar meuzioù koshañ en istor Mab-Den.

Istor ar bara hag ar baraerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet chaseourion ha kutuilherien gantreer e teskas an dud labourat an douar. Diwar gutuilhañ o devoa desket anavezout an edoù gouez, a grogjont da c'hounez peogwir o devoa merzet e c'helled o mirout e-pad ar goañv, pa veze ral ar boued.

Goude-se e paouezas ar pobladoù da gantren, ha diorroet e voe al labour-douar : gant pigelloù da gentañ, gant erer sachet gant tud da c'houde. Diwezhatoc'h e voe ijinet an arar sachet gant un ejen, ha pelloc'h c'hoazh e voe an arar-brabant sachet gant kezeg. Evel-se e veze gounezet yell, a zo un doare gwinizh kalet. Kalz diwezhatoc'h, adalek an XVIIIvet kantved, ez eo ar gwinizh a zeuas da vezañ an ed a vez gounezet ar muiañ e bed.

Dre ar bed e c'hounezer edoù, a veze debret kriz en deroù ; diwezhatoc'h ez eo bet ijinet o c'hrazañ, ha tostoc'h dimp e teuas ar boaz d'o bruzunañ a-raok o meskañ gant dour evit fardañ yod. Diwezhatoc'h e voe ijinet fardañ galetez ; e Mec'hiko ez eo c'hoazh an tortillas, galetez maiz, an diazez da bep pred war ar maezioù.

En Henamzer e voe boulc'het fardañ bara e Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Tamm-ha-tamm e voe erlec'hiet mein-milin ouzh ar mortezioù hag ar piloueroù, ar pezh a roas tro da danavaat ar poultr edoù ; ne oa ket c'hoazh ar bleud a anavezomp, gros e oa, ha bruzunet e veze ar pennoù-ed gant o brenn.

Gant o zreid e veske an dud an edoù bruzunet, an holen hag an dour. Nebeut-ha-nebeut e voe kavet penaos lakaat ar meskaj da vont e go, da lavarout eo da lakaat an toaz da sevel ha da skañvaat. Henegipitiz ha Hebreiz a ouie dija fardañ lod eus o baraennoù dre implijout ar goell a gaver e spoum ar bier pa vez o c'hoiñ. Hervez Plinius an Henañ (*23– †79) e veze implijet ar goell-bier gant ar C'halianed hag ar Spagnoliz[1].

War mein plat e veze poazhet an toaz, ha war plakennoù metal diwezhatoc'h. Un jinadenn veur e voe ar forn en istor ar bara : kleuzet e veze an douar, e stumm ur pikern ledanoc'h el laez eget en traoñ. Regez a veze lakaet er strad, ha peget ar galetezennoù toaz ouzh ar c'hostezioù. Pa vezent poazh e vezent dastumet gant gwialennoù evit ma ne gouezhfent ket war ar regez. Lod pobladoù en Azia ha tro-dro d'ar Mor Kreizdouar a ra evel-se hiziv c'hoazh.

E Sina e veze poazhet ar baraennoù dre vurezh, evel ma vez graet hiziv c'hoazh ivez : bouloù toaz a lakaer en ur baner bambouz kent he diskenn en ur chaodouronad dour berv ; klozet e vez ar chaodouron ha burezh an dour o virviñ a boazh ar baraennoù.

Ken abred hag an Henamzer en Europa e veze fardet fornioù mañsonet, pa'z eus bet kavet lod e dismantroù Pompei, a oa bet distrujet er bloaz 79. Savet e veze ur volz gant mein pe vrikennoù a-us ul leur. "Genoù ar forn" a reer eus an digor a servije da lakaat etevioù da zeviñ war al leur betek ma trofent da regez a c'helled dilemel pe lakaat a-gostez ; dre ar genoù ivez e lakaed an tammoù toaz da boazhañ. Bras-tre e veze ar fornioù-se, pa servijent d'ur gêriadennad a-bezh, pep tiegezh o fardañ e vara a-raok e gas d'ar forn-dalc'h.

Nebeut-tre a gemmoù a voe er fardañ bara etre an Henamzer hag ar Grennamzer. E broioù ar C'hornôg adalek an Xvet kantved, an Iliz a lakaas an dud da zigoadañ evit diorren al labour-douar. E-tro an XIIvet kantved, an aotrounez hepken o devoa ar gwir da lakaat sevel fornioù, ha ret e oa d'an dud paeañ telloù evit degas o bara da vezañ poazhet enno, goude en devout paeet telloù all e ti ar miliner da gaout bleud ; ha fall e oa ar bara, pa ne veze ket burutellet a-walc'h ar bleud, kalz a vrenn c'hoazh ennañ. Pri ha plouz zoken a veze lakaet er bleud-se pa c'hoarveze naonegezh er vro. E Sveden e veze erlerc'hiet rusk sapr ouzh ul lodenn eus ar bleud a-wechoù, ha kalz traoù all zo bet implijet ivez (korz, broen, gwriziennoù plant, ha greun plant ivez : fav ha fer, da skouer).

Kalz koadeier a oa, ha jiberus e oant ; puilh e oa ar c'hig, a yae d'ar boued pennañ. An aotrounez a lakae tammoù kig war jelkennoù tev bara brizh ; pa veze empret ar bara gant chug ha druzoni ar c'hig e veze roet d'ar beorien marnaonek en em dolpe dirak dorioù ar c'hastilli.

Gwinizh, heiz, kerc'h ha brazed[2] eo an edoù a c'hounezed er Grennamzer. Er XVIvet kantved e c'hoarvezas en Europa naonegezhioù spontus hag a lazhadegas ar poblañsoù, abalamour d'ar gwallamzer ha d'ar brezelioù. An dienez a gaved er maezioù a erruas er c'hêrioù bras. Distro ar "bara" fall-put neuze.

En XVIIIvet kantved e Bro-C'hall e veze du bara an dud vunut, pa oa gwenn ar bara flour gwinizh a veze miret evit ar vrientinien : an noblañsoù, ar vourc'hizien hag ofiserien ar roue. E deroù ar c'hantved-se, korfuniadoù ar varaerien a veze evezhiet rak lezennoù a oa a-fet aozañ, fardañ ha poazhañ ar bara. Lod gwerzherien edoù a zeuas a-benn da aozañ naonegezhioù evit lakaat kresk war ar prizioù. Ken kêr e oa ar bara e deroù ar bloaz 1789 ma voe kabaduilhoù evit lakaat ar prizioù da ziskenn ; pa voe aloubet ar Bastille e Pariz d'ar 14 a viz Gouere, an dud a glaske kement a vara hag a brizonidi, alese ar bomm gant Madame Victoire, moereb-kaer ar rouanez Marie-Antoinette : "S'ils n'ont pas de pain, qu'ils mangent de la brioche". Diwezhatoc'h e voe kaset ar c'horfuniadoù da get, hag e 1791 e voe gourlakaet "bara ar frankiz" gant ar Vodadeg : 3/4 gwinizh, 1/4 segal, hag ur priz termenet dre lezenn.

E kreiz ar XVIvet kantved ez erruas an avaloù-douar en Europa, ma voent skignet betek erruout e Bro-C'hall hag e Breizh e dibenn ar c'hantved. E deroù an XIXvet kantved e veze debret patatez gant ar braz eus an dud en Europa, betek kemer lec'h ar bara alies. Goude 1850 e voe araokadennoù bras er fardañ bara : milinoù kaset gant burezh e-lec'h avel pe zour, fornioù mañsonet e pep lec'h bepred met gant an oaled dindan al leur evit aesaat al labour ha chom hep gwastañ ar bara, ha mekanikoù-da-verat.

Abalamour d'ar Brezel-bed kentañ ha d'an Eil brezel-bed e voe tailhet bara Europiz ; e Bro-C'hall hag e Breizh ne voe ket lakaet ar gwerzhañ en e frankiz a-raok 1954, nav bloaz goude dibenn an Eil brezel-bed.

Er bloavezhioù 1960 e voe boulc'het ur brezel all : ar vezeien enep ar bara, a vefe fall evit ar yec'hed. Un tregont vloaz diwezhatoc'h ec'h anzavjont bezañ bet faziet : mat-tre eo ar bara evit ar yec'hed.

Adalek dibenn an XXvet kantved e vez mekanikoù o fardañ bara, e ti an artizaned zoken, gaz pe dredan a laka ar fornioù da dommañ, hag alies e vez renet ar fardañ bara dre urzhiataerioù. Hogen e lec'h all emañ an nevezenti bouezusañ : skañvaet a-galz eo bet labour ar varaerien a-drugarez d'ar yenien. Pa lakaont toaz en un armel-yen e paouez da vont e go. Tu zo da skornañ an toaz kent e lakaat en ur forn yen ha reizhañ ar forn evit ma krogfe da dommañ d'un eur resis. Erru an eur e wrez ar forn hag ec'h a an toaz e go a-nevez. Evel-se e c'hall ar pober merat ha "treiñ" (stummañ) an toaz war an deiz hag e lakaat da boazañ e-kerzh e gousk, a-raok digeriñ ar varaerezh.

◆ Labour ur baraer a-wechall
Diampart e veze war ar fardañ goell-bier, neuze e lakae pep toaz da c'hoiñ diwar un tamm eus toaz diwezhañ an derc'hent.
Ne oa armel-yen ebet, neuze e veze micher a-walc'h mestroniañ ar go ; ret e oa bezañ ur mailh war an afer pa veze re domm pe re yen an amzer.
Gant e zaouarn e laboure ; merat, meskañ, dibradañ kementadoù bras a doaz en ur sal re domm, ha mouest peogwir e veze alies en isdouar un ti, ha karget a boultrenn gant ar bleud hag ar c'heuneud.
E koad e oa al laouer-doaz (pe : an doazeg), rontaet he strad pe get. War al laouer e oa ur plankenn ma veze stummet ar baraennoù, a oa kalz brasoc'h eget ar re a farder hiziv, hag e stumm bouloù e vezent atav ; goude meur a vloavezh labour e teue an den da vezañ ampart evit "treiñ" pep toazenn. Div eurvezh pe deir a oa rekis evit ma vefe goet an toaz, neuze e veze lezet da c'hoiñ e strad al laouer tra ma veze "troet" toazennoù all war ar plankenn.
Goude-se e veze lakaet an toazennoù war gostinelloù ozilh goloet gant gwiadennoù lin.
Kelc'hiek e veze diabarzh ar fornioù peurliesañ ; ur maen bras a servije da stankañ ar genoù a-raok ma vefe ijinet dorioù e potin. Atav e veze strizh ar genoù, evit mirout a goll re a wrez. E diabarzh ar forn e veze devet ar c'heuneud, el lec'h end-eeun ma vefe poazhet ar bara. Pa veze tomm a-walc'h ar forn, ar baraer a flastre ar regez kent skubañ ar leurenn gant ur valaenn c'hleb evit distanañ un tammig ar brikennoù.
Goude-se e veze forniet an toazennoù gant ur bal troadet hir-hir, rak don-tre e oa ar forn. Dav e oa d'ar baraer anavezout mat e forn : ne veze ket heñvel ar wrez e pep lec'h, ha dre ma ne oa gouloù ebet er stal e ranke kaout lagad an naer evit gouzout pelec'h renkañ e doazennoù. Goude pep forniad e oa ret dezhañ astommañ ar forn ha tennañ ar regez kuit.
Goude kantvedoù labour tenn evel-se e voe disammet un tamm ar boberien en XIXvet kantved gant donedigezh an toazegoù mekanikel hag ar fornioù tommet dre zindan.

Gorrek-tre e voe emdroadur ar baraerezh betek an XXvet kantved. Labourioù skiantourien evel Louis Pasteur (1822-1895) war meur a zoare goell a roas tro da fardañ goell greantel evit ar baraerezh ; trawalc'h eo d'ar boberien bruzuniñ un nebeud goel fresk er bleud hag en dour evit lakaat an toaz e go, pa rankent gwechall klask well-wazh fardañ goell stabil-distabil. Gant an tredan e voe aesaet ar muiañ al labour, betek ar bloavezhioù 1960 ha 1970. Hogozik emgefreek eo ar pouezañ, ha gant mekanikoù e vez graet an treiñ. E-lec'h pili e reer gant tapisoù-ruilh evit forniañ, ha brasoc'h-brasañ e vez ar forniadoù. Gwellaet a-galz ivez eo bet ar yec'hederezh a-drugarez d'an dir disvergl (an "inoks", 1872) hag ar policarbonat, un doare plastik (1953).

Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 e vez fardet fornioù-tro : lakaet e vez an toazennoù war girri ma vezont dalc'het gant rouedoù metalek ; forniet e vez ar c'harrad a-bezh, a dro a-hed ar poazhadur. Kalz amzer a vez espernet evel-se.

Elfennoù ar bara

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwinizh (Triticum aestivum)
Ar gwinizh eo an ed a vez implijet an aliesañ evit fardañ bara. E Sina, en India, e Kenglad ar Stadoù Dizalc'h, e Stadoù-Unanet Amerika, e Kanada hag e Bro-C'hall e voe kenderc'het ar muiañ a winizh er bloaz 2021[3].
Etre 45 ha 60 greunenn zo e pep tañvouezenn. Teir elfenn zo e pep greunenn : ar plusk (~14% eus pouez ur c'hreunenn), a yelo d'ober ar brenn goude ar malañ ; an diwan (~2%), a vez peuzskarzhet dre ar malañ peogwir ez eo druz hag e ro ur blaz fall d'ar bleud pa vez an druzoni o voutañ ; an alamandezenn vleudek (~84%), ampez ha gluten enni, a roio ar bleud.
Segal (Secale cereale)
Diaes eo fardañ bara segal rak nebeutoc'h a c'hluten zo ennañ eget er gwinizh : pounneroc'h ha kaletoc'h eget ar bara gwinizh eo neuze. Evit e skañvaat e vez graet ur meskaj 1/3 bleud gwinizh gant 2/3 bleud segal. Dañjerus e veze ar segal gwechall abalamour d'ur c'hleñved a rede er Grennamzer, an druilhegezh, degaset gant un doare foue anvet "druilh" hag a baot war ar segal pa vez gleb ; taget e veze reizhiad nervel kreiz an den, a droe da sot. N'eus mui eus ar c'hleñved-se hiziv. Mat-tre eo ar segal evit rouedad ar gwad, pa zalc'h ar gwad dourek hag ar gwaziennoù gwevn.
Heiz (Hordeum vulgare)
Dav eo lakaat bleud gwinizh er bleud heiz evit fardañ bara. Alies ez eo bet implijet muioc'h a vleud heiz pa vanke bleud gwinizh.
Yell (Triticum spelta)
Ar bleud koshañ eo. Hiziv ne vez implijet nemet mesket gant bleudoù all. Kalzik gluten zo er yell, met ne vez ket atav mat. Bez' ez eus un doare da valañ yell d'ober bleud ; berr e vez meret an toaz, ha pladet e vez a-raok e lakaat da c'hoiñ.
Kerc'h (Avena sativa)
Dre ziouer a c'hluten er c'herc'h ne cheller ket merat an toaz, setu ne c'heller ket fardañ bara kerc'h ; bleud kerc'h ha greun kerc'h brevet a gaver e lod baraennoù. Soubenn ar brignen a vez fardet gant pluñvennoù kerc'h. Galetez kerc'h a vez fardet e Skandinavia hag e norzh Bro-Skos.
Ed-du (Fagopyrum esculentum )
N'eo ket an ed-du ur blantenn kar d'ar gwinizh, daoust ma vez anvet "gwinizh-du" ivez, pa n'eo ket un ed e gwirionez. Da fardañ galetez e vez implijet dreist-holl. Gluten zo en ed-du, met kalet ha fall a-walc'h eo ; lakaet e vez etre 10 ha 20% a vleud ed-du en toaz evit ma vefe duoc'h ha c'hwervik.
Soja (Glycine max)
Ar soja n'eo ket un ed ivez, ur blantenn eoulus eo. Goude tennet an eoul eus ar greun e vezont malet da gaout bleud. Nebeut-tre a ampez zo er bleud soja, met kalz proteinennoù zo (~40%) ha druz eo (~20%). Lakaet e vez 5% a vleud soja (d'ar muiañ) en toaz bara evit ma vefe melen, blazet-mat ha magus-tre.
Maiz (Zea mays)
Diazez ar vagadurezh e Suamerika eo ar maiz. Ne c'heller ket fardañ bara gant maiz hepken, ret eo kejañ 3/4 bleud gwinizh gant 1/4 bleud maiz evit ober ; melen e vo an toaz abalamour ma'z eus kalz karotenoidoù er maiz. Da fardañ gwastilli e vez implijet stank, evit boukaat an toaz peogwir ez eus kalz ampez ha druzoni ennañ ; er c'heginerezh e reer gant maizena, bleud maiz, evit fetizañ an hiliennoù.
Riz (Oryza sativa)
En Azia ez eo ar riz diazez ar vagadurezh. Kalz ampez zo er riz, ne c'heller ket fardañ bara gantañ ; ne vez implijet bleud riz nemet evit mirout ouzh an toaz a begañ ouzh ar c'hostinelloù. Er pastezerezh e vez implijet evit boukaat an toaz, er c'heginerezh evit fetizañ an hilliennoù.
Avaloù-douar (Solanum tuberosum)
Implijet stank e vez ar bleud avaloù-douar, etre 5 ha 10% eus pouez ar bleud en toaz evit gorrekaat disec'hadur ar bara. Evel ar maiz hag ar riz e vez implijet er pastezerezh hag er c'heginerezh.

Diwar ar greun e vez fardet bleud, dre veur a bazenn.

  • Ensellet e vez ar greun pan erru er vilin ; nac'het e vez ar greun klañv, ha merket e vez ar greun estren (evel segel ar gwinizh), al lastezennoù hag an amprevaned.
  • Naetaet e vez ar greun : ur mekanik a ziuz ar c'hreunennoù estren ront (kignen, pebr-gwenn...) hag ar re hir (heiz, kerc'h...) kent o lemel ; gant sunerioù-poultr e vez dilamet al lastezennoù skañv (poultrennoù, plouzennoù, pluskennoù hag all). Goude-se e vez tamouezet ar greun evit skarzhañ an traezh, ha gant gwarelloù e vez tennet kement elfenn vetalek a zo.
  • Glebiet e vez ar gwinizh : gant ~15% a c'hlebor ouzhpenn e vez aesoc'h breviñ ar greun. Blotoc'h e vez an alamandez gleb, aesoc'h e vez o breviñ neuze.
  • Brevet e vez ar greun evit dispartiañ ar plusk diouzh an alamandez. Lakaet e vez ar greun da dremen etre div granenn andennet a dro an eil a-us heben ; pemp pe c'hwec'h tremen a vez graet, ha bewech e vez tostoc'h an div granenn an eil d'heben, ha bewech e vez moanoc'h an andennoù.
  • Burutellet e vez ar greun evit dispartiañ an alamandez bleudek diouzh ar brenn, dre veur a damouez berniet eus an hini grosañ e voull el laez betek an hini stankañ en traoñ.
  • Burutellet ivez e vez an danvezioù grosañ : ar brasvleud hag ar brenn. Straket e vezont evit dont da vezañ tanavoc'h kent tremen dre an tamouezioù en-dro. Miret e vez ar bleud ; ar brenn a vez implijet evit magañ loened, hag evit fardañ bara-brenn dre lakaat un nebeut er bleud.

Ar bleud eo an danvez hag a dremen aes dre an holl damouezoù : pep rannig bleud a rank bezañ tanavoc'h eget 200 µm (0,002 mm). E-tro 75 kg bleud ha 25 kg brenn ha lastezenn a gaver e 100 kg greun gwinizh.

Kaset e vez standilhonoù eus ar bleud-se d'un arnodlec'h ma vez muzuliet ar glebor, ar c'hementad a c'hluten hag an dregantad a ludu ; goude-se e farder toaz hag e klasker ober bara gant ar bleud nevez. Mard eo mat disoc'h an taol-arnod e vez lakaet ar bleud e gwerzh.

Perzhioù

Rummataet dre skouerioù e vez ar bleudoù. T45 ha T55 eo an daou batrom bleud gwinizh implijetañ[4].

Hervez ar c'hementad a zanvezioù maenek a zo er bleudoù e vezont rummataet. En diwan hag er plusk emañ an danvezioù-se, ha seul nebeutoc'h a vez anezho seul welloc'h e vez ar bleud ; eus kalon an alamandezenn e vez tennet ar bleud gwellañ. Evit gouzout a-zivout perzh ur bleud e vez lakaet 5 gramm ± 1mg da zeviñ er ur forn tommet da 900°C betek ma ne chomfe nemet an danvezioù maernek, na zevont nemet adalek 1 500°C. Pouezet e vez an danvezioù goude-se, evit kavout an dregantad a ludu. Ar bleud glanañ eo an T45, etre 0,4 ha 0,5% a zanvez maenek ennañ ; er pastezerezh e vez implijet. An T55, etre 0,5 ha 0,6%, a ya da fardañ bara.

Poazhadur da 900°C en un arnodlec'h
Aozadur kimiek ar bleud T55
Ampez 68-72% Glukid gorrek
Dour 15%
Gluten 8-12% Protid
Sukrennoù 1-2% Glukid prim
Danvezioù druz 1,2-1,4% Lipid
Danvezioù maenek 0.5-0.6%
Kelluloz roudoù
Vitaminoù B, E ha PP

Tu zo da fardañ bara hep holen, evit ur reol-voued da skouer, met disliv ha divlaz e vez. Lakaet e vez 20 gramm holen dre gilo bleud (2% eta) peurliesañ. Pouezus eo an holen er baraerezh, evit lies abegoù :

  • drezañ e teu blaz ar bara, pa zispak blaz ar bleud ;
  • dre ar goell e vir ouzh ar goiñ da genderc'hañ gazoù ;
  • dre ar gluten ec'h aesa ar merat hag ar stummañ an toaz ;
  • derchel a ra ar glebor, neuze e vez blotoc'h ar minvig ;
  • drezañ ivez e teu liv ar c'hreun.

Gwell eo implijout holen fin a zileizher en dour. Arabat eo lezel an holen da chom re bell kejet gant ar goell, a vefe lazhet gantañ.

Dileizhañ an holen en toaz eo perzh pennañ an dour ; ar sukr a vez dileizhet gantañ ivez er pastezerezh. Goude-se e ya an dour da c'hlebiañ ar bleud, a dremen eus ur poultr d'un toaz. Dre lonkañ dour e koeñv an ampez hag e wevna ar gluten. Evañ dour a ra ar goell, neuze e tistro d'ar vuhez, e paota, hag e kas gaz karbonek (CO2) ; ne c'hall ket ar goerezh c'hoarvezout hep dour. Bac'het e vez ar goerezh en ur gwiad stirennek stummet gant ar gluten gleb. A-drugarez d'an dour evez an toaz gwevn a-walc'h evit bezañ stummet war an hir pe en ur voul.

A-raok ar forniañ en em laka an dour war gorre ar begailh (an tamm toaz hag a droio d'ur varaenn), evel-se e sikour gant poazhadur ar glukid, a dro da garamel, ha gant krazerezh ar c'hreun.

An elfenn diwezhañ er fardañ bara eo ar goell. Arabat eo droukveskañ goell ar boberien hag ar goell kimiek !

Goude evezhiadenn Plinius an Henañ er I kantved ne voe mui klevet a-zivout ar goell e-pad 1 600 vloaz. E 1695, ur baraer e Pariz a ijinas gwellaat blaz e vara dre ouzhpennañ goell-bier d'e damm toaz eus an derc'hent evit buanaat ar goiñ. Tabut a savas kerkent etre aduidi an teknik "nevez" hag e eneberien ; ar roue Louis XVI a vodas e 1668 ur c'huzul-enklask evit dinec'hiñ ar boblañs ; muioc'h c'hoazh a dabutoù a voe pa savas ar c'huzul enep ar goell-bier. A-benn ar fin e voe aotreet d'an 21 a viz Meurzh 1670. An doare gall a veze graet eus an teknik-se en Europa ; implijet e voe betek ar bloaz 1850, pa labouras ur pober aostrian gant goell hepken, hep ober gant un tamm toaz eus an derc'hent. Berzh bras a reas ar "bara viennat", met ker-ruz e oa abalamour d'ar c'hementad a labour a oa rekis : kejañ nebeut a zour bervet, bleud ha goell, ha lezel ar meskaj da c'hoiñ e-pad eurvezhioù hag eurvezhioù a-raok e lakaat en toaz. E deroù an XXvet kantvet e voe kavet an tu d'ober toaz war un dro hepken, hep goerezh a-raok pep tra.

Goelloù evit ar baraerezh a oa bet ijinet dijan gant Hollandiz e 1780 ; e 1837, klaskerien a brouas e oa plant bev eus ar mikro-organegoù a zo er goell, e paotont hag e skoazellont ar c'henderc'hañ alkool ; e 1860, Louis Pasteur a brouas e teu ar goiñ eus ar mikro-organegoù bev ; diskouez a reas ivez e c'hall ar goell bevañ koulz gant oksigen, he deus ezhomm evit paotañ, ha heptañ : hep oksigen e c'hoarvezh ar goerezh.

"Panenn" a reer eus bara a zo bet fardet hep goell (bara-kann, bara dic'hoell eo neuze). "Panenn" ivez a reer eus bara ha n'eo ket bet goet a-walc'h.

Bara a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levr Parmentier.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (la) Nicolai, Heinrich. De Pane, ejus natura, usu, affectionibus, operationibus, divisionibus et varietatibus tractatus singularis, theologicus, philosophicus, medicus, historicus et philologicus. Dantzig :Typis viduae G. Thetili, 1651
  • (fr) Parmentier, Antoine. Rapport sur le pain des troupes, 1778 (ISBN 978-2-01-192606-7) (embannadur 1856 ; lenn en-linenn)
  • (fr) Fawtier, J.-C. De la fabrication du pain chez la classe agricole et dans ses rapports avec l'économie publique. Nancy : Grimblot et Veuve Raybois, 1845 (tennet eus Le bon cultivateur)
  • (fr) Rolland. Des appareils de panification Rolland, pétrin mécanique, four à air chaud et à sole tournante. Paris : Lesordre, 1856 (ISBN 978-2-329-77761-0)
  • (fr) Garnier, André. Pains et viennoiseries, recettes et techniques. Lucerne : Dormonval, 1992 (ISBN 978-2-7372-2272-6)
  • (en) Robertson, Laurel &al.. The Laurel's Kitchen Bread Book. New York : Random House, 2003 (ISBN 978-0-8129-6967-2)
  • (en) Reinhart, Peter. Crust and Crumb. Berkeley : Ten Speed Press, 2006 (ISBN 978-1-58008-802-2)
  • (en) Child, Julia & Beck, Simone. Mastering the Art of French Cooking – Volume 2. London : Penguin, 2011 (ISBN 978-0-241-95647-2)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Plinius an Henañ. Naturalis historia, Levrenn XVIII, xii.4 ; (fr) Troidigezh gant Émile Littré. Kavet : 17/01/2023.
  2. Ur meskaj gwinizh ha segal a vez hadet war un dro hag eostet war un dro ivez eo ar brazed.
  3. (en) 'FAO'. Kavet : 17/01/2023.
  4. Gallek eo an anvioù : Type 45 ha Type 55