Bara-chokolad
Neuz
Ur varaenn-chokolad zo ur gouign giz Vienna graet gant toaz go feilhennet, heñvel ouzh hini ar c'hornegennoù, en-dro d'ur varrenn chokolad du pe ziv.
Ijinet e voe gant an Aostrianed August Zang (1807-1888) hag Ernest Schwarzer. En em staliañ a rejont e Pariz e 1837 evit gwerzhañ o c'houignoù, en o zouez kornegennoù ha bara-chokolad, en o Boulangerie viennoise lec'hiet 92 straed Richelieu.
E deroù an XXvet kantved e voe tapet ar pleg d'ober ar bara-chokolad gant toaz feilhennet e-lec'h toaz brioch.
Gwerzhet e vez ar bara-chokolad er baraerezhioù hag ar gourmarc'hadoù peurvuiañ.