Forn
Gant ar ger Forn e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Forn (disheñvelout).

Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K[1],[2].
Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.
Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.
Keginañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.
Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.
Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.
Implijoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ History of THE INDUS CIVILIZATION
- ↑ Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]