Mont d’an endalc’had

Yenerez

Eus Wikipedia
Boued ha diedoù en ur yenerez.

Ur yenerez zo ur seurt armel evit mirout traoù (boued, louzeier...) dre ar yenijenn. Ur c'hombod pennañ disfuet, a-wechoù ur c'hombod skornañ ivez, a ya d'he ober. Reoliet eo he gwrezverk gant ur pomp gwrez hag a dreuzkas an tommder er-maez, o terc'hel anezhañ etre 3° ha 5°C. Implijet e vezont er gêr, er greanterezh hag er c'henwerzh er broioù diorroet.