Marie-Antoinette Aostria

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Marie-Antoinette Aostria, poltredet e 1775 da 20 vloaz. Mirdi Antoine Lécuyer, Saint-Quentin, Bro-C'hall
Marie-Antoinette Aostria, poltredet e 1784 da 29 bloaz, gant Élisabeth Vigée-Lebrun (17551842)

Marie-Antoinette Aostria (Vienna, 2 a viz Du 1755 - Pariz, 16 a viz Here 1793), Maria Antonia Anna Josepha Johanna Habsburg-Lorraine hec'h anv klok, a oa ur briñsez impalaerel aostrian, arc'hdugez Aostria, priñsez Hungaria ha Bohemia, dimezet d'an daofin gall Loeiz a voe roue Bro-C'hall goude-se, ha dre-se daofinez Bro-C'hall ha rouanez Bro-C'hall goude.
Dibennet e voe e-kerzh an Dispac'h gall. Lesanvet e voe « l’Autrichienne » kenkent hag erruet e lez Bro-C'hall, « Madame Déficit » goude, ha « Madame Véto » diwezhatoc'h.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel ha d’e bried an impalaerez Maria Theresia.

C'hoar e oa d'an impalaerien santel Joseph II ha Leopold II, a renas o-daou, an eil war-lerc'h egile.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]