Vitis vinifera

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Gwinienn
Vitis vinifera - Köhler–s Medizinal-Pflanzen-145.jpg
Vitis vinifera subsp. vinifera
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plant
Isriezad : Tracheobionta
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Iskevrennad : Rosidæ
Urzhiad : Rhamnales
Kerentiad : Vitaceæ
Genad : Vitis
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Vitis vinifera, ar winienn voutin, zo ur spesad gwezigoù sarmantek eus ar familh Vitaceæ, da lavaret eo hini ar gwini.
Gounezet e vez evit he frouezh a-gropadoù, ar rezin.
E diazad ar mor Kreizdouar e voe ganet, koulz hag e kreiz Europa hag e mervent Azia.[1]
Etre 5 000 ha 10 000 doare Vitis vitifera zo bet renablet, met ul lodennig hepken anezho a ro rezin a zo talvoudus da vout gounezet.

Ul liammenn-red skantek he rusk eo, a c'hall kreskiñ betek 6 metrad hirder. Pebeilat eo he delioù flipennek ledan, 5-20 cm o hirder.
Bez' e c'haller debriñ rezin fresk, disec'het, evañ o chug fresk pe e lakaat d'ober gwin.

An doare gwinienn bennañ eo a vez gounezet en Europa hag er bed, peogwir he deus roet kalz gouennadoù a dalvez d'ober gwin, rak gant Vitis vinefera e vez roet ar fro gwellañ.

Is-spesadoù[kemmañ]

Daou is-spesad pennañ zo :

Hep mar ez eus meur a rummad en is-spesad Vitis vinifera vinifera, an niver anezho o vout kemm-digemm hervez ar skiantourion. Kantadoù a ouennadoù gwini zo bet ganet diwar Vitis vinifera, petra bennak ma teu lod anezho eus hironadurioù gant spesadoù arall.
E-maez ar re hiron ez eus bet gounezet gouennadoù diwar ziuzouennañ a-hed kantvedoù, ar pezh en deus o fellaet diouzh ar gwini gouez. Neuze e rankjed moarvat komz eus gouennadoù gwini "bet tapet diwar" Vitis vinifera.

Istor[kemmañ]

E-pad milvedoù ez eo bet gounezet Vitis vinifera en Azia (Reter-Kreiz, Kaokaz), en Afrika an norzh hag ar su, en Europa ; kemmesket eo istor ar blantenn hag istor ar gwin abaoe keit all.

En Neolitik dija e oa anavezet gant mab-den, a gutuilhe rezin gouez kent kregiñ d'o gounez war-dro 3500-3000 KJK, koulz evit debriñ hag evit ar vezegiezh, e mervent Azia, en Armenia ha Jorjia, e Roumania ha Bulgaria.

E Meurgan Gilgamech (trede milved KJK) emañ ar meneg kentañ eus rezin ha gwin ; dre hieroglifoù Egipt e tesker e oa ar gwin un drugar miret evit ar veleion, an uhelgargidi hag ar faraon hepken.

Seilenos hag ar Menadezed o vendemiñ
Kop Attikat, dibenn ar VIvet kantved KJK
Cabinet des Médailles, Paris

Pelloc'h, en Henc'hres, e teskrivas Hesiodos doare e vro da vendemiñ ha d'ober gwin. Eus Henc'hres e voe kaset an troioù-micher-se da su Italia (Magna Grecia, "Gres Veur", pe c'hoazh Œnotria, "Bro ar gwin"). Eus su Italia e voe kaset d'an norzh ; gant an Etrusked eno e voe gwellaet an teknikoù, hag enhentet ar Romaned
Gwellaet c'hoazh e voe an doareoù gant ar Romaned, ha lod anezho zo chomet digemm abaoe ar skrid De Agri Cultura gant Kato an Henañ (234-149 KJK), unan eus al levrioù niverus bet skrivet en Henamzer a-zivout ar gwinierezh.

Er Reter-Kreiz en devoe ar gwinierezh ur pouez armerzhel diarvar betek ar VIIvet kantved, ma krogas da gilañ a-zirak islamekadur ar pobladoù.

En Europa, eus ar Vvet betek an Xvet kantved ne veze gounezet Vitis vinifera tost-da-vat nemet gant an urzhioù relijiel en o manatioù ; gant Beneadiz e voe plantet gwiniegi pelloc'h war-du an norzh hag uheloc'h er menezioù. Ar peurrest eus ar gwiniegi a veze e dalc'h an noblañs.
Eus dibenn ar Grennamzer betek an Azginivelezh e voe plantet mui-ouzh-mui a winiegi en abeg d'ar c'hresk e poblañs ar c'hêrioù ; peogwir e kreske ivez pinvidigezh ar varc'hadourion hag an artizaned e krogjont da bostañ arc'hant er gwinierezh, a c'hounezas a-nevez ur pouez en armerzh europat.

Da heul politikerezh trevadennour Europiz e voe degaset Vitis vinifera en holl gevandirioù : e Norzhamerika ez erruas er XVIIvet kantved, e Suamerika hag en Aostralia diwezhatoc'h.
E Norzhamerika e voe hironet gant gouennadoù lec'hiel, evit krouiñ plant a vije gouest da herzel ouzh ar c'hwen-gwini (Daktulosphaira vitifoliæ) ; imboudet e voe gwini amerikan war Vitis vinifera europat evit ma c'hallfe stourm gwelloc'h.

Douaroniezh[kemmañ]

Vitis vinifera eo ar spesad gwini a vez gounezet dre ar bed a-bezh.

Perzhioù[kemmañ]

Trenk, startaus ha freskaus eo Vitis vinifera. Troazhus eo, skañvaat a ra an tanijennoù, gwellaat red ar gwad, reoliañ an diwadañ ha skarzhañ an toksinoù.

Arver[kemmañ]

Deliennoù ur winienn
Ur winienn e bleuñv
Blokadoù rezin azv

Armerzhel[kemmañ]

  • Gwin dreist-holl a reer gant frouezh Vitis vinifera ; e 1996 e voe kavet en Iran jarloù o devoa dalc'het gwin 7 000 bloaz zo.[5]
  • Chug fresk, gwinêgr, kaotigell a vez graet ivez gant a rezin. Rezin sec'h a vez gwerzhet er bed a-bezh.
  • Eoul a vez tennet eus ar splus.
  • Bitartrat kaliom (KC4H5O6) zo un hal strinkel a vez aotreet evel arodad boued dindan an niverenn E.E336 en Unaniezh Europa ; ur stabilaer eo, a gaver er goelloù kevret gant ar bikarbonat natriom (NaHCO3).

Keginerezh[kemmañ]

  • An delioù, fresk pe miret en hili, a vez bervet buan kent servijout da bakañ meuzioù evel kig drailhet, pesked ha riz.
  • Ar frouezh a c'hall bout debret fresk, pe boazhet buan.

Mezegiezh hengounel[kemmañ]

Perzhioù mat evit ar yec'hed zo d'ar blantenn ha d'he frouezh, evel m'eo bet gouezet abaoe pell.
Er vezegiezh hengounel, en Europa pergen, e veze arveret kement tamm eus ar blantenn evit klask pareañ meur a gleñved.

Mezegiezh a-vremañ[kemmañ]

  • Dre ziabarzh : evit prederiañ ouzh an teuc'helloù, ar mizioù re builh, ar gwadliñvoù, ar poanioù-troazhañ, an uswask, ar c'holesterol, an dispuilh, ar c'hellulit hag ar morgud diwar re a bouez.g
  • Dre ziabarzh ha dre ziavaez : enep tanijenn ar beg, ar gouzoug, an daoulagad.
Puente Alto, e Chile
Katsununuma, e Japan
Wolfville, e Kanada

Levrlennadur[kemmañ]

  • Deni Brown (1995), Encyclopedia of Herbs & their Uses, The Royal Horticultural Society, Dorling Kindersley, London, ISBN 978-0-7513-0203-5 (en)
  • Roger Dion (2010), Histoire de la vigne & du vin en France, des origines au XIXe siècle, CNRS, ISBN 978-2-271-06952-8 (fr)
  • Maria Hopf & Daniel Zohary (2001), Domestication of Plants in the Old World – The Origin and Spread of Cultivated Plants in West Asia, Europe, and the Nile Valley, OUP Oxford, ISBN 978-0-19-850356-9 (en)
  • Michel Vidal (2001), Histoire de la vigne et des vins dans le monde - XIXe-XXe siècle, Féret, ISBN 978-2-902416-74-5 (fr)

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Euro + Med (en)
  2. Dioek a lavarer eus plant o deus hiniennoù gourel ha re venel a-benn gouennañ.
  3. Divrevek a lavarer eus plant a zoug bleunioù gourel ha re venel war an hevelep hinienn.
  4. En abeg da dommadur ar blanedenn ez eur krog da c'hounez Vitis vinifera en norzh d'he domani a-vremañ ha d'ober gwin diouti, e Kembre da skouer. Gwelit WalesOnline (en)
  5. Da lavaret eo daou vilved kent tud an neolitik bet komzet diwar o fenn e penn-kentañ ar pennad-mañ. Gwelit : Mark Berkowitz (1996), World's Earliest Wine, Archaeology levrenn 49, niv. 5 (en)
Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet titouroù ouzhpenn diwar-benn:

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.