Saint Helena (enezenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn Enez-Ascension ha Saint Helena, etre Amerika hag Afrika.
Kartenn Saint Helena.
Napoleon e Saint Helena

Saint Helena (distagañ /ˌseɪnt həˈliːnə/ e saozneg), pe Santez-Helena, anvet diwar santez Helena Konstantinopolis, zo un enezenn eus Su ar Meurvor Atlantel, dalc'het gant Breizh-Veur. Jamestown eo ar gêr-benn anezhi. Bodet eo Saint Helena gant Enez-Ascension ha Tristan da Cunha en hevelep tiriad dindan an hevelep gouarnour, d'ober tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha. Brudet eo Saint Helena peogwir eo eno e voe prizoniet an impalaer Napoleone Buonaparte e 1815, war-lerc'h emgann Waterloo, hag eno e varvas e 1821.

Dizoloet e oa bet an enezenn didud-mañ e 1502 gant Portugaliz, p'emañ an enez etre Angola ha Brazil.

An eil goshañ trevadenn saoz e vije, unan eus an digenvesañ inizi er bed eo sur. Ur mare zo bet ma oa ul lec'h a bouez evit al listri ac'h ae eus Europa da Azia, pe da Suafrika.

Pellamzer e oa ul lec'h harlu evit prizonidi bolitikel ar Saozon. Ouzhpenn Napoleone Buonaparte ez eu bet tud evel Dinuzulu kaCetshwayo ha tremen 5 000 Boer.

Gwelet ivez[kemmañ]