Tristan da Cunha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn enezeg Tristan da Cunha
Banniel Tristan da Cunha, ofisiel abaoe 2002.

Tristan da Cunha zo un enezenn pell eus pep douar bras, en un enezeg anvet heñvel hag enni inizi didud, e-kreiz Meurvor Atlantel ar Su, 2 816 km eus Suafrika ha 3 360 km eus Suamerika. Edinburgh of the Seven Seas eo ar gêr-benn.
Dalc'het eo gant ar Rouantelezh-Unanet, ha mont a ra d'ober un darn eus tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha.

Istor[kemmañ]

Kentañ ma voe spurmantet an inizi a voe e 1506 gant ur moraer portugalat anvet Tristão da Cunha, met ar mor a oa rust ha ne voe ket gallet dilestrañ. An enez vrasañ a voe anvet Ilha de Tristão da Cunha gantañ, a droas da Tristan da Cunha Island e saozneg.

Ret e vo gortoz ken na vo 1767 evit gwelout a lestr gall L'Heure du Berger o tostaat. Sontet e voe an dour en-dro d'an inizi, taolet ur sell ouzh an aod a-ziwar al lestr. Evezh a voe taolet ouzh dour ar pezh lamm-dour Big Watron hag ouzh hini ul lenn en hanternoz, hag embannet e voe an evezhiadennoù gant un douaroniour saoz eus ar Royal Navy e 1781.

An den kentañ a yeas da chom di a oa anvet Jonathan Lambert, a oa eus Salem, Massachusetts, SUA, a zegouezhas e in 1810. Disklêriañ a reas e oa-eñ an hini a oa perc'henn an inizi, hag o envel Inizi ar Freskadurezh. Mervel a reas daou vloaz war-lerc'h, e 1812. E 1815 e tisklêrias Breizh-Veur e oa perc'henn d'an inizi, ha staget e voent ouzh melestradurezh Trevadenn ar C'hab, e Suafrika.

Hervez a veze kontet e voe graet an taol da virout ouzh ar C'hallaoued da implijout an inizi evel repu ma teujent da zieubiñ Napoleone Buonaparte pa oa prizoniad e Saint Helena.[1] Kement-se a viras ivez ouzh Stadoù-Unanet Amerika da implij Tristan da Cunha evel porzh-brezel, evel m'o doa graet da vare Brezel 1812. Trevadenniñ Inaccessible Island o doa klasket ober, en aner avat.

Soudarded saoz a voe diazezet, tud all a deuas da chom. Balumetaerien a gave repu eno war-lerc'h o chaseadegoù. Koulskoude, gant digoradur Kanol Suez e 1869, ha dilez al listri-dre-lien evit al listri-dre-vurezh e kreskas digenvezded an inizi pa ne oant ket ul lec'h-arsav ken evit ar beajoù bras eus Europa da Azia Bellañ.

E 1867, pa deuas eil mab ar rouanez Victoria, ar priñs Alfred, a oa Dug Edinburgh, da ober ur gwel d'an enezenn, e voe badezet ar gêrig en e enor hag anvet Edinburgh of the Seven Seas. Breur yaouankañ Lewis Carroll, Edwin H. Dodgson, a voe misioner anglikan ha skolaer e Tristan da Cunha er bloavezhioù 1880. Un Dug Edinburgh all, hogen pried Elizabeth II en dro-se, a weladennas an inizi e 1957 pa reas e dro ar bed war lestr ar rouanez Britannia. D'an 12 a viz Genver 1938, e voe diskleriet stagidigezh Tristan da Cunha ouzh Saint Helena. E-pad an Eil Brezel-bed e voe anvet kentañ merour an enezenn gant ar gouarnamant saoz, ha dont a reas da vout ul lec'h a bouez evit ar Royal Navy. Al lestr Atlantic Isle a veze karget da eveshaat monedone al listri alaman e Meurvor Atlantel ar C'hreisteiz. E 1958 e voe lakaet ur vombezenn atomek da darzhañ nepell diouzh Tristan da Cunha gant morlu SUA e-kerzh o Operation Argus. Ne voe ket kelaouet tud an enezenn a-raok, na ne voe ket kinniget skoazell yec'hed goude. A-benn ober trouz ha gortoz e voe embannet an enklaskoù yec'hed e miz Mae 2006.[2]

En 1961 e tarzhas menez-tan an enezenn , ma rankas an dud (meur a gant den) tec'hel da Vro-Saoz, goude ma tistroas meur a hini goude, un toullad bloavezhioù war-lerc'h.

Politikerezh[kemmañ]

Rouanez Breizh-Veur eo aotrouniezh veur an inizi, hag en hec'h anv int melestret gant Gouarnour Santez Helena. P'emañ ar Gouarnour o chom e Santez Helena ez eus ur Merour dindanañ o chom en Tristan da Cunha .

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn Saint Helena, Ascension Island ha Tristan da Cunha.

Armerzh[kemmañ]

Saverien chatal eo tud Tristan da Cunha. Perc'henniezh an holl eo an douar. Niver al loened a zo eveshaet evit mirout ouzh ar re binvidikañ da binvidikaat re. N'eo ket aotreet an estrenien da brenañ douar na da zont da chom en inizi.[2]


Kevredigezh[kemmañ]

E Tristan da Cunha ez eus 271 den o chom ha seizh anv-tiegezh hepken: Glass, Green, Hagan, Lavarello (un anv eus Liguria), Repetto (ken ligurek all), Rogers ha Swain. 80 tiegezh zo en holl.

Yezh[kemmañ]

Ur rannyezh saoznek un tamm souezhus zo bet krouet en Inizi Tristan da Cunha, abalamour d'an digenvez ma'z int. Kavout a reer skouerioù anezhi e levr Bill Bryson, The Mother Tongue.

Inizi all[kemmañ]

Sede anvioù inizi all an enezeg:

Didud int holl.

Gough Island, en enezeg Tristan da Cunha

Pell[kemmañ]

Diaes eo monet di: pell emañ diouzh Breizh, ha gwall nebeut a listri a ya betek eno.

Poblañs[kemmañ]

271 a dud zo o chom en enezenn.[3] En Edinburgh of the Seven Seas (lesanvet "The Settlement") emañ an darn vuiañ. Kristenien int: darn zo anglikaned re all katoliked.

Tier e Tristan da Cunha

Lennegezh[kemmañ]

  • Meneget eo e levr Jules Verne, Les Enfants du Capitaine Grant.
  • Gant Hervé Bazin eo bet kontet monet-kuit ha distro annezidi Tristan da Cunha en e levr Les Bienheureux de la Désolation.

Notennoù[kemmañ]

  1. Roberts, Edmund (1837). Embassy to the Eastern Courts of Cochin-China, Siam, and Muscat. New York : Harper & Brothers. 33 p. 
  2. Economy of Tristan de Cunha. Tristan da Cunha Government and the Tristan da Cunha Association, June 2005. [1]
  3. http://news.bbc.co.uk/1/hi/uk/7126939.stm


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


 
Tristan da Cunha
Flag of Tristan da Cunha.svg
Tristan da Cunha | Inaccessible Island | Inizi an Eostig (Enez an Eostig | Middle Island | Enez Stoltenhoff) | Enez Gough