Enez Gough
Enez Gough zo un enezenn en enezeg Tristan da Cunha e Meurvor Atlantel ar C'hreisteiz. Anavezet eo ivez e portugaleg evel Gonçalo Alvares, ar moraer portugalat hec'h anavezas da gentañ, e 1505 pe 1506. A-benn ar fin eo anv ur moraer all, ar Saoz Charles Gough, a deuas diwezhatoc'h, a zo bet roet dezhi er yezhoù arall.
[kemmañ] Douaroniezh
Un enezenn danveneziek eo, 35 km2 dezhi, ha sevel a ra betek 900 m a-us d'ar mor. Emañ 400 km er gevred da inizi all an enezeg Tristan da Cunha, 2700 km eus Cape Town, ha 3200 km eus an tostañ lec'h eus Kreisteizamerika.
En-dro dezhi ez eus inizi bihan ha kerreg evel Southwest Island, Saddle Island er c'hreisteiz dezhi, Tristiana Rock, Isolda Rock er c'huzh-heol, Round Island, Cone Island, Lot's Wife, Church Rock en hanternoz, Penguin Island er biz, ha The Admirals er reter.
[kemmañ] Melestradurezh
Stag eo ouzh Tristan da Cunha, a zo stag ouzh Saint Helena. Didud eo, war-bouez un toullad hinourien a Suafrika a vez dalc'het en enezenn abaoe 1956. Ral eo an douaroù ken distro gant tud dizehan enne.
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|
|
|---|---|
| Tristan da Cunha | Inaccessible Island | Inizi an Eostig (Enez an Eostig | Middle Island | Enez Stoltenhoff) | Enez Gough | |