Rudolf Höss

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rudolf Höss
Loskaberzh (Holocaust)
Diazezoù
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh
Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4
Kamp-bac'h nazi · Roll kampoù-bac’h an nazied
Tric'horn (kampoù bac'h) · Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù: Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź
Ghetto Krakovia, Theresienstadt...
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula
Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa...
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee
Aktion Reinhard, Ziklon B
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec
Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia
Romed (tsiganed)
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded ha Lesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich
Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo
Lez-varn Nürnberg

Arabat kemmeskañ Rudolf Franz Ferdinand Höss gant Rudolf Hess, un nazi all.

Rudolf Franz Ferdinand Höss (skrivet ivez Höß) (25 a viz Du 1900 - 16 a viz Ebrel 1947) a zo bet unan eus izili an SS. Evel komandant kamp-diouennañ Auschwitz-Birkenau, e kasas da benn lazhadeg ar Yuzevien hag ar Romed degaset di gant trenioù. Evit se e lakae ober gant ar gaz Ziklon B ha teurel ar c’horfoù e fornioù-leskiñ d’o distruj.


Buhez[kemmañ]

Savet e oa bet en ur familh katoliked e Baden-Baden. C’hoant en devoa an tad da welout e vab o vont da veleg, ha savet garv e voe da vont war an tu-se. D’e bemzek vloaz, marvet e dad digantañ, ez eas Höß da soudard, hag e voe kaset da vrezeliñ gant armeoù an Impalaeriezh ottoman en Irak. D’e seitek vloaz e oa isofiser medalennet gant ar Groaz Houarn a gentañ hag a eil klas. E 1919, echu ar Brezel Bed Kentañ, ez eas gant ur bagad armet anvet Roßbach da vrezeliñ e douaroù alaman tost d’ar Mor Baltel, er Ruhr hag e Silezia Uhel. Pa guitaas ar bagad e lakaas e anv er strollad nazi e 1922. Goude kemer perzh e muntr ar c’homunour Walter Kadow e voe kondaonet da 10 vloaz bac’hidigezh, met donet a reas er-maez war-lerc’h un amnistiezh.

Kinniget e voe dezhañ gant Heinrich Himmler lakaat e anv en SS e 1933, ha monet a reas e-barzh ar strollad-se er bloaz war-lerc’h. D’ar 1añ a viz Kerzu 1934 e teuas da vezañ ezel eus an Totenkopfverband (bagad « penn an den marv »), ha labourat e bagad evezhierien kamp Dachau, anavezet evel an hini kentañ digoret gant an nazied. Anvet e voe da Hauptsturmführer (kabiten en SS) e 1938, ha war ar renk edo evit bezañ komandant kamp Sachsenhausen. E 1939 e oa ezel eus ar Waffen-SS, hag e 1940 e voe anvet da gomandant kamp Auschwitz, ma chomas betek 1943. Eno e reas war-dro mont en-dro melestradurel an Diskoulm Diwezhañ. Adalek ar 1 a viz Kerzu 1943 betek an 8 a viz Mae 1944, e laoskas e lec’h gant Arthur Liebehenschel, a gemeras e lec’h digantañ en Amtsgruppe D eus Wirtschafts- und Verwaltungshauptamt an SS. Pa voe eno eo e teuas soñj dezhañ da ober gant Ziklon B evit lazhañ tud a gantadoù. Kaset e voe neuze adarre da Auschwitz gant Himmler evit kas en-dro an « Aktion Hoess », da lavarout eo ar mekanik-lazhadegañ er c’hamp. Tapet e voe d’an 11 a viz Meurzh 1946 gant polis an arme saoz. Test e voe e prosezioù Nuremberg a-enep Ernst Kaltenbrunner, Oswald Pohl hag ar gompagnunezh IG Farben. Deroet e voe da bennadurezh Polonia d’ar 25 a viz Mae 1946, ha barnet e voe en abeg d’e dorfedoù d’an 2 a viz Ebrel 1947. Krouget e voe d’ar 16 a viz Ebrel dirak ti-leskiñ kamp kozh Auschwitz.

Lennegezh[kemmañ]

  • E-kerzh amzer e vac’hidigezh e savas skrid e vuhez, a voe embannet e 1958 dindan an talbenn Rudolf Höss - Komandant Auschwitz. En em ginnig a ra evel un den savet da sentiñ ouzh an urzhioù.
  • E 1985, gant ar skrivagner italian Primo Levi, bet prizoniad en Auschwitz, e voe savet ur rakskrid da embannadur italianek buhezskrid Höss.
  • E 1953, e voe savet ar romant la Mort est mon métier gant ar skrivagner gall Robert Merle, ul levr diazezet war buhezskrid Höss hag an dihelloù diwar-benn e labour en arme hag er strollad nazi. Diskouezet eo Höss evel ur soudard sentus ha yen, ha gwelet a reer pegen dizenek eo ar seurt emzalc’h pan eo lakaet e-kichen e vuhez pried ha tad a bemp bugel.

Gwelet ivez[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

Mammenn[kemmañ]