Krougañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
La Pendaison ( Krougadeg ), gant an arzour gall Jacques Callot en heuliad 1633 anvet Reuzioù bras ar brezel.
Krougidigezh Stanislas Lacroix, e 1902 e Hull, e Kebek.

Ar c'hrougañ zo un doare da lakaat an dud d'ar marv hag a zo bet implijet evel kastiz.

[kemmañ] Broioù

Broioù zo o deus implijet ar c'hrougerezh evit seveniñ kastiz ar marv, evel Bro-Saoz betek ar bloavezhioù 1960.

E Bro-C'hall e oa bet dilezet evit kemer ar c'hilhotin e dibenn an XVIIIvet kantved.

En Iran e vez implijet c'hoazh.

[kemmañ] Istor

Setu ur roll eus un toullad tud krouget:

  • E 1484, e Pariz, e krouglec'h Montfaucon, Olivier le Daim (1428-1484), kuzulier d'ar roue gall Loeiz XI.
  • E 1640, e Bro-Saoz, John Atherton (1598-1640), eskob Waterford ha Lismore, a-gevret gant e vignonig John Childe (16xx-1640), dre an abeg a sodomiezh, dindan ul lezenn a oa bet kensavet gantañ. John Childe a oa serivjer dezhañ.
  • E 1738, Joseph Süß Oppenheimer (1698 Heidelberg – 1738 )
  • E 1803, ar broadelour iwerzhonat Robert Emmet.
  • E 1865, e voe krouget tud hag o devoa kemeret perzh en irienn da lazhañ ar prezidant Abraham Lincoln.
  • E 1945, torfedourien nazi kondaonet e prosez Nürnberg.
  • E 1962 e voe graet ar grougadenn diwezhañ e Kanada.
  • E 1964 e voe graet ar grougadenn diwezhañ e Breizh-Veur.
  • E 2006, Saddam Hussein, bet prezidant Irak.

[kemmañ] Pennadoù kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all