Sachsenhausen (kamp-kreizennañ)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mont e-barzh ar c'hamp e 2004
Prizonidi e kamp Sachsenhausen e 1938

Sachsenhausen a oa ur c'hamp-kreizennañ nazi savet e 1935, tregont km e norzh ac'hann da Verlin. Kemer a reas plas hini Orianenburg a oa bet digoret e 1933 ha serret e 1935. Ne voe ket bac'het kalz Yuzevien er c'hamp met kentoc'h prizonidi bolitikel a bep seurt broadelezhioù. Etre 1936 ha 1945 e voe bac'het ennañ war-dro 200 000 den ha 100 000 a varvas ennañ. E miz Eost 1941 e voe lazhet ennañ ouzhpenn 13 000 prizoniad brezel soviet. C'hwec'h kant hektar e oa gorread ar c'hamp, hiziv an deiz eo bet lakaet da lec'h-koun (Gedenkstätte).

Heinrich Himmler (Reichsführer SS) o weladenniñ kamp Sachsenhausen e 1936

E kamp Sachsenhausen e voe staliet ensellerezh kreiz SS hag ennañ e voe arnodet an teknikoù peurlazhañ a-raok o implijout e kampoù all.

Lakaet e veze ar brizonidi da labourat e diavaez ar c'hamp, e kampoù bihanoc'h anvet kommandos. Ouzhpenn bezañ lakaet da labourat er c'hoad e vezent lakaet da dresañ armoù. Ur stal-labour aozañ moneiz faos a voe savet ennañ ivez, e-tro pemzek million a lurioù saoz a voe produet.

Dieubet e voe prizonidi ar c'hamp gant an Arme Ruz e fin miz Ebrel 1945. Ennañ e chome war-dro 3 000 prizoniad (an hanter anezho a oa maouezed). Implijet e voe ar c'hamp gant Soviediz etre 1945 ha 1950. Ennañ e voe bac'het neuze fonksionerien nazi hag enepkomunourien. Soñjal a reer e varvas 12 000 den ennañ d'ar mare-se abalamour d'an doareoù bac'hañ ha da gleñvedoù-red.

Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.