Lesbianelezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Studioù rev.PNG
Studioù ar rev

Pennadoù all
Rev
Studioù ar rev
Revelezh
Benelouriezh
Maouezouriezh
Gourouriezh
Lesbianouriezh politikel
Disrannouriezh lesbianadel
Disrannouriezh venourel
Benouriezh radikal

Gwelit ivez
Porched ar revelezh denel

Div vignonez, gant Toulouse-Lautrec (1894-5).
Lesbianezed

Lesbianelezh a vez lavaret eus an heñvelrevelezh etre maouezed, da lâret eo maouezed ('lesbianed) a gar pe a glask kaout darempredoù reizhel gant maouezed all.

Dont a ra ar ger diwar anv enez Lesbos (gresianeg: Λέσβος) e Gres ma oa genidik anezhi ar varzhez Sappho hag a skrive barzhonegoù-karantez da vaouezed all. Gwechall e veze implijet kentoc'h an termen safelezh evit ober dave d'ur vaouez hag a gare maouezed all diwar anv ar varzhez brudet-se.

Tric'horn du.png

Implijet e veze e kampoù-bac'h an Nazied an tric'horn du evit merkañ ar maouezed dizereat evit er gevredigezh, en o zouez meur a lesbian. Implijet e vez hiziv an tric'horn du evel arouez al lesbianelezh dres evel ma vez implijet an tric'horn roz evel arouez an heñvelrevelezh etre paotred.

E meur a lec'h ma vez kastizet gant al lezenn an heñvelrevelezh etre paotred pe c'hoazh gant ar relijionoù a laka an darempredoù reizhel etre paotred da bec'hed ne vez meneg ebet eus seurt darempredoù karantezel etre maouezed. N'eo ket dre ma vezont kavet mat met kentoc'h peogwir ne vez ket dalc'het kement a gont eus ar maouezed evit eus ar baotred dre vras rak ar maouzed heñvelrevel n'o deus ket an hevelep gwirioù hag an dud arallrevel — ne c'hellont ket eurediñ, da skwer — er broioù ma vez difennet kemend-all ouzh ar baotred heñvelrevel.

[kemmañ] Gwelet ivez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all