Henri de Toulouse-Lautrec

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Toulouse-Lautrec)

(Albi) Rousse (La Toilette) - 1899 - Henri de Toulouse-Lautrec - Musée d'Orsay, Paris.jpg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Poltredet gant Giovanni Boldini er bloavezhioù 1880

Henri Marie Raymond de Toulouse-Lautrec-Monfa (Albi, 24 a viz Du 1864Sant Andrieu deu Bòi, 9 a viz Gwengolo 1901) a oa ul livour ha tresour gall. Brudet eo e boltredoù e kabaredoù ha fouzhlec'hioù Pariz.

Buhez Ganet en ur familh nobl, hervezo e tiskenjent eus ur familh a-gozh, eus ur c'hont a veze graet Toulouz, er grennamzer. Kindirvi-kompez oa e dud, kuit m’o defe da rannañ ar glad, 'vel ma oa ar giz d'ober d’ar c’houlz. Tizhet e voe eta gant ur c’hleñved en eskern, ar pycnodysostose, ur c’hleñved genetikel, a c’hellje bezan a orin kenwadelezh e dud. Bresk-tre e oa e eskern neuze, ha d’an 30 a viz Mae 1878 e strebotas hag e kouezhas war al leur. Askorn ar vorzet, toret, krak, hag abalamour d’e gleñved iskis, e voe pareet fall ar frakturenn. Diwar gement-se en doe kudennoù kreskiñ, daleet e voe e greskadurezh hag a boan ma yeas en tu-hont d’ 1 m 52. Klasket e voe e bareañ gant doareoù droll a-walc'h eus ar c'houlz, bommoù stronsadoù tredan a voe kaset ennañ hag ereeet e voe ouzh pep troad pezioù kementadoù Plom. Lodenn greiz e gorf, e zargrez a oa reizh a-walc’h a fed ment, hogen e holl izili a oa chomet berrig-tre, pezh a roe un neuz korrig dezhañ. Tev tev oa e vuzelloù hag e fri. Sonioù “Zézai” a zifluke diouzh e genoù ha gant-se e c'halle c’hoarie e istrogell, e-barzh ar saloñsoù chik, parizian. Skeudennaouet e oa bet da skouer e Trouville-war-ar-mor, gwisket e oa bet gant stil ur bugelig kristen seven, ur pezh-mell barv a oa dezhañ avat, peotramant e-skoaz d’un naer boa, a oa da Jane Avril. Emskiant eus an efed jenus engehentet gantan, e vourre oc'h atahinan, spered kamm ha diroll anezhañ.

Deskiñ livañ

Deskiñ livañ a reas gant René Princeteau, da c’houde gant Léon Bonnat, ha gant Fernand Cormon betek 1886. Darempredet e voe gantañ a-bep seurt livourien : Vincent van Gogh, Émile Bernard, Louis Anquetin hag Adolphe Albert, ur soudard hag en doa fellet dezhañ bout livour, a voe tost outañ. Livour postimpressionour, skeudennaouer evit an Arz-nevez, maendresour ampart, tresañ a rae doare bevañ torkadoù tud Boheme, bobo parizian deus dibenn an XIX vet kantved. Skeudennaouet en doa evit ar sizhuniek fentus, Le Rire. E Montmartre e veve abaoe 1884. Gant e livadurioù e taolenne buhez ar Moulin-Rouge hag e c’hoarivaoù all. Livet voe gantañ Aristide Bruant met ivez gisti Paris, e-barzh fouzhlec'hioù a zaremprede stank, ha kaizur eo enno, e voe tapet gantañ ar sifilis. Skeudennet en doa Jane Avril, ar ganourez, Yvette Guilbert ha Louise Weber, anveet gwelloc’h dindan al lezanv La Goulue, dañsourez egsantrik, digaset he doa an dañs Kankan eus bro-Saoz. Dont rae alies-mat d’an ostaleri : an Tambourin, dalc’het gant ur patrom italian Agostina Segatori, hag eo el lec’h-mañ, ma livas poltred brudet Vincent van Goc’h.

Marvidigezh

Bez Toulouse-Lautrec zo e bered Verdelais, un dar eeun eo, ur groaz oksitan en he lein. Lonker touet eo bet e vuhez pad, ha boaz ma oa da veskañ Cognac gant e absinthe pemdeziek, oc’h ober fae war doareoù ar c’houlz. Ar giz a oa gantan da guzhat e veskaj boesoun barzh ur fiolenn moan ha hir a gustume koach en e vazh-bale. Bac’het e voe gant e vamm en ur bredospital e Neuilly, la folie Saint-James, evit klask bout dizonet diouzh an evaj, ha tallañ ouzh e gudennoù sifilis, a seize e gorf a-bezh. Graet e voe dezhañ an dour-terapienn. Livet e voe gantañ ur poltred brudet eus “e ward”.

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skritelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]