Lesbianouriezh politikel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin..


Studioù rev.PNG
Studioù ar rev

Pennadoù all
Rev
Studioù ar rev
Revelezh
Benelouriezh
Maouezouriezh
Gourouriezh
Lesbianouriezh politikel
Disrannouriezh lesbianadel
Disrannouriezh venourel
Benouriezh radikal

Gwelit ivez
Porched ar revelezh denel

Al lesbianouriezh politikel a zo ur redenn benourel, ledanoc'h evit an disrannouriezh lesbianadel.

Hervez al lesbianouriezh politikel e vez dibabet pe e c'hell bezañ dibabet gant pep hini he zuadur pe e duadur reizhel ha diwar-se e kelenn ez eo pozitivel al lesbianelezh evit ar maouezed hag e c'hellont dibab chom hep kaout pratikoù ha darempredoù arallrevel.

Krouet e oa an ideologiezh-se er penn-kentañ er bloavezhioù 1970 p'en em zisrannas ur strolladig maouezed e Leeds (Rouantelezh-Unanet) diouzh an darn vrasañ eus al luskad benevelour hag a sache war-du dielfennadurioù sokialour evit kompren abegoù mac'homerezh ar maouezed er gevredigezh. Gant ar strollad nevez, avat, anvet Benevelourezed Dispac'hel ("Revolutionary Feminists"), e veze taget kentoc'h ar c'houred.

Unan eus pennoù al luskad-se e oa Sheila Jeffreys hag a zo chomet feal d'ar mennozhioù-se hiziv c'hoazh hag a sav a-enep d'an deorienn queer war zigarez e talvez da guzhat kudennoù ar maouezed dindan tem ar revelezh, dreist-holl hini ar baotred heñvelrevel hervezi.

Embannet e oa bet gant ar strolladig un destenn anvet Lesbianouriezh politikel - Perak sevel a-enep d'an arallrevelezh ("Political Lesbianism - the Case Against Heterosexuality"). Enni e veze displeget perak e kredent e tlefe ar maouezed chom hep kaout darempredoù reizhel gant goured a-benn gallout tizhout o dishualerezh.

Mont war wanaat a reas teorienn al lesbianouriezh politikel da geñver ar bloavezhioù 1980 rak kalz luzietoc'h e oa deuet da vezañ dielfennadurioù ar venevelouriezh, o terc'hel kont eus meur a elfenn, evel da skouer ar ouenn, ha kroget e voe un eil prantad ("benevelouriezh an eil houlenn") ha ne veze ket gwelet ken evel ur stourm eeun etre goured ha merc'hed hepmuiken.

Levrioù[kemmañ]

Sheila Jeffreys:

  • "Débander la théorie queer"
  • "Beauty and Misogyny: Harmful Cultural Practices in the West"
  • "The Lesbian Heresy"

Gwelet ivez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.