Ziklon B

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loskaberzh (Holocaust)
Diazezoù
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh
Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4
Kamp-bac'h nazi · Roll kampoù-bac’h an nazied
Tric'horn (kampoù bac'h) · Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù: Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź
Ghetto Krakovia, Theresienstadt...
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula
Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa...
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee
Aktion Reinhard, Ziklon B
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec
Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia
Romed (tsiganed)
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded ha Lesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich
Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo
Lez-varn Nürnberg

Ziklon B eo anv ur c'hontamm oberiet gant ar gompagnunezh alaman Degesch (1), graet da lazhañ amprevaned, ennañ trenkenn kianhidrik dreist-holl.

Aozet e oa bet gant ar c'himiour alaman Fritz Haber a-benn lazhañ razhed ha laou, da stourm ouzh ar vrec'h-du, war vourzh al listri dreist-holl.

Perzhioù[kemmañ]

Ar c'hontamm loenlazh-se a zo mougus. Pa vez graet gantañ e sav kianur hidrogen diwarnañ, ur gaz kontammus ha lazhus.

Implij ar Zyklon B gant an nazied[kemmañ]

P'edont o klask an tu da lazhañ tud a vil vernioù e voe ampouet ar Ziklon B e miz Kerzu 1941 gant an nazied war brizonidi rus en Auschwitz. Gant Rudolf Höss, komandant Auschwitz, e voe kavet aesoc'h ober gant Ziklon B eget gant monoksid karbon evit lazhañ an dud a veze kaset dezhañ.

Kambreier-gaz a voe savet gant an nazied er c'hampoù-diouennañ ha bac'hañ evit lazhañ meur a gant den war un dro gant Ziklon B. Betek 1945 e voe implijet ar c'hambreier-gaz.

Gant ar gengompagnunezh kimiek IG Farben dreist-holl e veze aozet ar gaz. E Bro-C'hall e veze graet ivez gant ur skourr gall-alaman e labouradeg Villers-Saint-Sépulcre, en Oise.


Notenn 1. Deutsche Gesellschaft für Schädlingsbekämpfung mbH, ur skourr eus Degussa.